(Translated by https://www.hiragana.jp/)
kloc'hdi - Wikeriadur Mont d’an endalc’had

kloc'hdi

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Kloc'hdi iliz Bulad-Pestivien

Etimologiezh

Savet diwar « kloc'h » ha « ti » marteze diwar batrom ar ger kembraek heñvelster. Ne seblant ket bezañ ur ger eus ar brezhoneg komzet, rak tour an iliz a vez lavaret. Amprestet e seblant war-eeun diwar ar ger kembraek clochdy. Pa seller ouzh ar ger brezhonek manati, a zo manachdy e kembraeg (hag abati, dañvati, prefeti, preti, peniti, lazhti, laezhti) e seblant e vije pe *kloti pe *kloc'hti e brezhoneg.
Ur gelaouenn anvet Le Clocher Breton/Kloc'hdi Breiz a voe embannet etre 1895 ha 1915.
E Geriadur Istorel ar Brezhoneg e roer ur skouer eus 1906, tennet eus Dihunamb.
Kentañ meneg en ur geriadur : e geriadur Gwilhevig hag ar Gov e 1924 (skrivet kloh-di, p. 41).
Meneget e Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon e 1928 (p.89).
Meneget e Geriadur Frañsez Vallée e 1931.


Anv-kadarn

kloc'hdi /kloɣ.di/ gourel (liester kloc'hdioù)

  1. Tour un iliz m'emañ ar c'hleier.
    • <skouer>.

Gerioù heñvelster

Gerioù kar dre o ster

Troidigezhioù

Gwelet ivez

  • Ar pennad « kloc'hdi » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia