kozhni
Neuz
Brezhoneg
Anv-kadarn
kozhni /ˈkozni/ benel
- Ar mare eus ar vuhez pa vezer kozh.
- Diwezhatoc'h, marteze, e konto deoc'h abadennoù e gozhni. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 11.)
- « Ur gwall zevezh am eus bet, emezañ, faezh on gant ar gozhni hag al labour, ha neuze... ha neuze ne dalv ken ar boan ». — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 44.)
- Ne oa ket krenerezh anoued na krenerezh kozhni : [...]. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 16.)
- C'hwi hoc'h eus ur gozhni vrav. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 70.)
- Bremañ me a zo mall ganin ober eun dra bennak evidoc’h ivez, ma vezo sioul ha didrabas ho kozni. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 148.)
- mervel dre gozhni
- ' ... ro din mil skoed hepken hag e larin ec'h eo marvet ma mamm dre gleñved ha kozhni, ha den ne ouvezo netra. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 214.)
- ..., rak gwech ebet en he buhez n'eo bet klañv da vat, ha mervel a reas dre gozhni. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 65.)
- en e gozhni : pa vez kozh an den
- Marteze e karfac'h ive gouzout petra oa deuet da veza enn he gozni kere trubard Pont-Eoun, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 297.)
- Va mamm (Doue d'he fardono) marvet da bemp bloaz ha pevar-ugent, 'oa chomet mat he memor en he c'hozhni. — (Añjela Duval, Anjela Duval Eil embannadur reizhet, Mignoned Anjela 2005, p. 798.)
- en e gozhni diwezhañ : pa vez kozh-mat an den
- war e gozhni : pa vez kozh an den
- Rankout a rae 'ta poaniañ war e gozhni da c'hounit e vara, ... — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 9.)
- war e gozhni diwezhañ : pa vez kozh-mat an den
- harpañ kozhni un den : reiñ harp , skoazell, dezhañ pa deu kozh;
Gerioù heñvelster
Gerioù enepster
Troioù-lavar
Troidigezhioù
- galleg : vieillesse (fr)