spilhenn
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
spilhenn /ˈspiʎɛn/ benel (furm vihanaat : spilhennig, liester : spilhennoù, spilhoù)
- Barrennig vetal beget-lemm diouzh un tu ha dezhi ur pennig en tu all a dalvez da strollañ paper, danvez, hag all
- Gwechall-gozh e yae dezhi ar vevelien hag ar mitizhien a veze o klask fred, ar wazed gant bep a benn-ed e boulouzenn o zok, hag ar merc'hed korn o zavañjer dalc'het pleget gant ur spilhenn. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 221.)
- (Dre astenn-ster) Kigenn hir he stumm zo a bep tu d'al livenn-gein da-heul kostoù ar moc'h, an oc'hen, hag all, prizet-dreist dre ma'z eo tener
- <skouer.>
- (Korfadurezh) Askorn ar c'har zo a-dreñv ar skin hag a ra gantañ daou askorn ar c'har
- <skouer.>
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Divin a zougfe ur garg foenn ha na zougfe ket ur spilhenn ? − Ar mor. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 332.)