yaouank
Neuz
Gwelet ivez : Yaouank |
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (youanc).
- Da geñveriañ gant an anvioù-gwan ieuanc, ifanc e kembraeg, yowynk e kerneveureg, óg en iwerzhoneg, iouincos e galianeg.
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | yaouank |
Derez-uheloc'h | yaouankoc'h |
Derez-uhelañ | yaouankañ |
Derez-estlammiñ | yaouankat |
yaouank /ˈjɔwːãŋ(k)/
- yaouank eo an den a zo e bloavezhioù kentañ e vuhez
- - E piv edos o soñjal ? a c'houlennas ar plac'h yaouank. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 32.)
- Ha n'eo ket kozh.
- Unan yaouank a zo ken aez e vuhez dezañ evel d'unan koz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 131.)
- Mervel en-yaouank : mervel a-raok an oad.
- Te eo re yaouank da varo c'hoaz ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 33.)
- Ha n'eo ket dimezet.
- Bezañ paotr yaouank, plac'h yaouank : dizimez.
- tud yaouank : tud ha n'int ket dimezet.