(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Marbr - Wikipedia

Ar marbr (pe marmor) zo ur roc'h vetamorfek deuet diwar ar maen-raz, hag a gaver e livioù a bep seurt, ennañ roudoù evel gwazhied a-wechoù.

Marbr
Delwenn David e Firenze, e marbr

Gerdarzh

kemmañ

Dont a ra ar ger eus an anv latin marmor.

Pelec'h e kaver marbr?

kemmañ

Er menezioù dreist-holl e kaver marbr.
An den en deus kroget da implij kalz a marbr e bro C'hres, gant mengleuzioù a-us Aten, en enez Marmara, e Aliki (enez Tasos) ha war enez Paros, en enezeg Kikladez
Adalek an impalaeriezh roman e voe implijet kalzig marbr Carrara en Italia, brudet c'hoazh hirie-an-deiz.

Marbr Paros, skouerioù kizellerezh

kemmañ

Marbr Carrara, skouerioù kizellerezh

kemmañ

Tisavouriezh ha kizellerezh

kemmañ

Implijet eo bet ar marbr gant an disavourien hag ar gizellerien, abaoe an Henamzer. Brudet eo Akropol Aten, Taj Mahal an Indez, delwennoù marbr Michelangelo Buonarotti.

E Breizh

kemmañ

En iliz-veur Naoned emañ bez Frañsez II, dug Breizh, ur monumant e marbr Carrara.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.