(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Taboulin - Wikipedia

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Penaos e talm kroc'hen un daboulin
Un daboulin
Ur seurt taboulin eo ar bodhran iwerzhonat
Tamboulin

Ur benveg-seniñ eo an daboulin, eus rumm ar binvioù-tosiñ, rak skoet e vez warnañ. Un tabouliner eo an den a son gant un daboulin, pe gant meur a hini.

Unan eus ar binvioù-seniñ koshañ eo, pa'z eo aes a-walc'h da fardañ. Graet eo gant daou groc'hen stignet a bep tu d'ur framm kranennek (un darn eus kef ur wezenn gleuz, en amzerioù kozh; ur granenn blastik er mare-mañ). Skeiñ a reer war an daboulin gant ar bizied pe gant bizhier bihan. Servijout a ra dreist holl da verkiñ ar lusk.

Brezel

kemmañ

Ur benveg implijet en emgann e oa an daboulin, sonet gant bugale a-wechoù. Meur a ganaouenn zo diwar-benn taboulinerien yaouank.

 
Troadikell ur gourzaboulin

An taboulinoù a zo aozet get ur strolladur a fustoù (pe tom-où) ha simbalennoù. An taboulin a vez implijet get mab-den a-c'houde ar ragistor. Ijinet eo bet an taboulinoù kentañ en 20vet kantvet, aozet e oa d'ar mare-se get un taboulin sklaer, ur gourdaboulin ha simbalennoù, kavet a veze dreist holl er laz-senoù soudardel. Liammet-tre eo an taboulinoù a-vremañ get an jazz (1900-1940), kaset en deus araokadennoù evit simplaat ar c'hoari da skouer ar charleston (pe "hi-hat" e saozneg) ijinet get Vic Berton ha Kaiser Marshall e 1920 hag an droadikell evit ar gourdaboulin evel-se a oa tu d'an taboulinour c'hoari get meur a lodenn an taboulinoù er memes koulz. Araokadennoù arall a zo daet get an emsavioù sonerezhel evel ar rock'n roll, daet eo dreist-holl àr-wel ar "set" ar pezh a dalv e vez disheñvel pep taboulin hervez c'hoantoù an tabouliner.

Aozadur an taboulinoù

kemmañ
 
Un aozadur taboulinoù simpl

Aozet eo ar bateri get meur a lodenn kemmus. Aozet eo alies get tri tom : un tom uhel (12"), unan etre (13") hag unan izel (16"), ur gourdaboulin hag ur charleston, ha simbalennoù : ur "ride" hag ur "crash".


  1. Ar gourdaboulin.
  2. An tom izel.
  3. An taboulin sklaer.
  4. An tom uhel (a-zehou) hag an tom etre (a-gleiz).
  5. Ar charleston (pe "hi-hat").
  6. Ar simbalenn "crash" (a-zehou) hag ar simbalenn "ride" (a-gleiz).


An danvezioù implijet evit taboulinoù

kemmañ
  • Ar fustoù :

Implijet e vez evit ar fustoù get ur priz izel "limibois" evit an taboulinoù, mes ivez ur meskaj koad ha danvezioù plastek. Peurvuiañ e vez kenstrollet meur a gouchad koad eus ar memes orin pe get. Graet e vez ivez taboulinoù get plankennoù koad munut eus ar memes orin, peget an eil doc'h egile evel ar c'hongasoù. Kavet e vez ivez fustoù eus merkoù uhel tre tailhet doc'htu er c'hoad. El reson e cheñch ar son hervez ar c'hoad implijet (eflenn, tilh, dervenn...), tevder ar fustoù hag o zreuzkiz. Ijinet eo bet ivez taboulinoù get fustoù plastek (plexiglas) e 1970 get Remo. Pep merk a implij teknikoù disheñvel evit o zaboulinoù (da skouer get Pearl e vez mesket neud karbon get skav-gwrac'h).

 
Alc'hwez a servij da toniañ an taboulinoù.

Gellout a ra koad ar fustoù bout gwerniset pe c'holoet get ur wiskad plastek livet, pe ur golo moan tre eus metal kromet.

  • An troadoù hag ar sternioù :

An troadoù a zo graet get danvezioù metal gouest da zougen holl bezhioù an taboulinoù, graet int get aluminiom pe houarn hervez an dibab hag priz an taboulinoù.

  • Ar simbalennoù :

Peurliesan e kouevr, kavet e vez meur a seurt simbalenn da skouer ar charleston graet get div simbalenn stok a stok (gellet a ra bout c'hoariet digor pe serret), ar "crash" get un treuzkiz etre 14" ha 20", ar "ride" etre 18" ha 24" pe ar "clash" ur simbalenn vihan get un treuzkiz eus 6" betek 12".

An taboulinoù tredan

kemmañ

An taboulinoù tredan a zo el ar re klev met e lec'h ar fustoù hag ar simbalennoù e vez padoù, e kroc'hen faos pe e plakenn kaoutchoug.

 
Taboulinoù tredan Simmons SDS5

An taboulinoù tredan a zo bet krouet e 1970. Deuet eo da vezañ brudet e 1980 a-drugarez d'ar merk Simmons. Hiriv an deiz e vez produet taboulinoù tredan get meur a verk.

Mont en dro

kemmañ

Staget eo pep pad doc'h un daspugner tredan liammet d'ur sichenn e lec'h ma teu er maez un notenn, a-drugarez d'un tokarn luget get un jack d'ar sichenn. Pep pad a ro ur son disheñvel hervez ar son choazet get an taboulinour.

Un nebeud titouroù arall

kemmañ

An taboulinoù tredan a zo bet gwellaet ha marc'had-matoc'h e vezont bremañ. Perzhioù mat a zo gante :

  • Kemer a reont nebeutoc'h a blas
  • Aesoc'h int da zougen
  • Tu zo izelaat pe vrasaat kreñvder ar son ha memes cheñch ar sonioù.

Taboulinourien anavezet

kemmañ

(Dre urzh o bloavezh ganedigezh)


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.