gouvezet
Brezhoneg
- Diwar gouvez-, pennrann ar verb gouvezout, hag an dibenn-ger -et.
Furm verb
gouvezet /ɡuˈveː(z)et/
- Anv-gwan-verb ar verb gouvezout pe gouzout; gouezet, gouiet.
- Penaos e vezo gouvezet petra a vez kanet gant ar fleüt, pe gant an delenn ? — (Testamant nevez hon Aotrou hag hor Zalver Jesus-Christ - Lakeat a-nevez e brezonec, ha reizet hervez ar vam-scrid gregach, Paris, 1886, p. 656.)
- − Sell ! Sell ! Kaerañ da briñs ! Mar am bije gouvezet ! a lârent neuze. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 78.)
- − [...], ha biskoazh den n'en deus gouvezet netra a gement-se. [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 30.)
- − [...]. Ha neuze ne vezo gouvezet netra. [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 37.)
- Mes m'an nije gouveet petra 'oa c'hoaz en hent o tont d'ean, [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 17.)
- M'am bije gouvezet e vijes bet deuet ... — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 190.)
- Ne vez ket gouvezet warnañ pegoulz en devez poan-spered. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 192.)
- "A ! Mar 'm bije gouvezet se kentoc'h !!! [...]." — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 92.)
- Muioc'h a stad a vije bet ennañ c'hoazh m'en dije gouvezet, evel ma voe gwelet nebeut goude, e oa ar glav o vont da gas kuit ar c'hleñved. — (Alessandro Manzoni, lakaet e brezhoneg gant Per Bourdellez, Danvez-priedoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 196.)
Furm verb
gouvezet /ɡuˈveː(z)et/
Notenn
- Implij gouvezet hervez an ALBB: http://sbahuaud.free.fr/ALBB/Kartenn-248.jpg