(Translated by https://www.hiragana.jp/)
kement - Wikeriadur

Brezhoneg

Kement a c'hall bezañ anv-gwan, adverb, raganv, anv-kadarn.

  Etimologiezh

Diwar ken ha ment. Tostaat ouzh cymaint, e kembraeg.

  Furm anv-gwan

kement /ˈkɛmːẽnt/

  1. derez kevatal bras, ken bras:
  2. bezañ kement-ha-kement: bezañ ken bras ha ken bras, bezañ ur c'hement

Troidigezhioù

  Anv-gwan

  1. anv-gwan amstrizh dirak un anv-kadarn
    kement bro
    kement den
    kement fall, kement fallentez:
    kement gwenneg:
    kement hini
    kement kristen
    kement labous
    kement lec'h
    • E kement lec'h ma tremenemp 'tañsemp gant ar merc'hed. Kanaouenn.
    • Brema, setu an den yaouank oc'h heulia map Roue an Hiberni e pep lec'h ma 'z ea, [...]. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 7.) Gortoz a rafed : e kement lec'h ma'z ae ...
    kement paotr
    kement tra

  Adverb

kement

  1. derez kevatal kalz
  2. bezañ kement eus udb, a udb
  3. Bezañ kement a draoù, kement a dud
  4. Ober un dra gant kement a draoù, kement a nerzh, kement a galon, kement a nec'hamant, kement a reuz, kement a drouz
  5. kement ha
    • Dec'h da noz e klevjoun ac'hanoc'h (ha ne deo ket ar wech kenta eo d'in), o klemm kement hag eur Vadalen. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 10.)
    • Evit a dra ma ne droazher ket kement gant ar gwin ha gant ar bier, e rankent mont da “deurel dour” ur wech an amzer, PVPR 28
  6. kement ... evel ...
  7. kement a ... evel ...
  8. adverb (peurvuiañ heuliet gant ur ger all)
    kement-se
    kement all, skrivet alies kemend-all
  9. en islavarennoù a grog gant kement ha ma
  10. en islavarennoù-heuliad:
  11. kement ma, kement ha ma,
    kement a ... ma ...
    • P'en deveze ur gourdrouz bennak da ober da unan eus e veleien, her grae gant kement a zouster ma teue, e berr gomzoù, da c'hounit ar galon. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 16.)
    kement a ... ha ma ...
    kement ... ken ... (islavarenn-heuliad):
  12. a verk ar pal: kement hag ober un dra bennak

Troioù-lavar

Divinadell

Troidigezhioù

  Raganv-gour

  1. raganv, implijet evit kement tra
  2. raganv, implijet evit kement den
    • Kement ac’h a d’ar sudi na vent ket beleien, SBI 1/168
    kement-mañ
    • Kement-mañ n'eo ket aes.
    kement-se, kement-se holl
    • Ne laran ket kement-se evit kontañ droug.
  3. kement zo
    • Lonkañ a ra kement loenig a gav : logod, gozed, tousegi, naered, amprevaned, c'hwiled ha kement zo. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 111.)
    a gement

  Anv-kadarn

  1. bezañ ur c'hement : bezañ kement ha kement:
    • Ya, met komz hag ober n'int ket ur c'hement, ha ne chomas ket Janed den d'he ger. — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 253.)

Deveradoù