(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Opole - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Opole

Eus Wikipedia
Stumm eus an 15 C'hwe 2022 da 09:52 gant VIGNERON (kaozeal | degasadennoù) (top: esaouenn using AWB)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Kreiz kêr Opole

Opole (Opole e poloneg, Oppeln en alamaneg, Opolí e tchekeg) zo ur gêr eus Polonia, e mervent ar vro, e Silezia. War ribl ar stêr Odra emañ ha kêr-benn proviñs Opole eo.

En Opole ez eus 120.031 a annezidi (hervez niveradeg 2014). Hanter-hent emañ etre kêrioù Wrocław ha Katowice. Sez un eskopti katolik eo ar gêr hag enni e kaver ur skol-veur ha meur a skol uhel (sonerezh, skiantoù...).

Etre 1532 ha 1945 e oa Opole e broioù alamanek : Brandenburg, Aostria, Prusia hag Alamagn, nemet etre 1597 ha 1625, pa oa e Polonia. Abaoe 1945 emañ e Polonia adarre, met chomet ez eus ur vinorelezh alamanegerien e korn-bro Opole.

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.