Unaniezh Europa
Unaniezh Europa | |
---|---|
Banniel Europa | |
Sturienn | In varietate concordia Unanet el liesseurtegezh |
Kanenn Europa | Kanenn d'al Levenez |
Devezh Europa | 9 Mae[1] |
Yezhoù ofisiel | Yezhoù Unaniezh Europa |
Savidigezh | |
Feur-emglev Roma 1añ a viz Genver 1958 Feur-emglev Maastricht 1añ a viz Du 1993 Feur-emglev Lisboa 1añ a viz Kerzu 2009 | |
Melestradur | |
Kêrioù-penn | Brusel Luksembourg Strasbourg |
Prezidantelezh • Kuzul • Kengor • Parlamant |
Charles Michel (12/2019) Ursula von der Leyden (07/2019) David Sassoli (07/2019) |
Douaroniezh | |
Gorread | 4 194 431 km² (UE27) 7vet renk[2] |
Poblañs • Hollad (2019) • Stankter |
446 834 578 (UE27) 107 ann./km² 3vet renk[2] |
Moneiz | Euro (€)[3] |
Gwerzhidoù-eur | UTC, UTC+1, UTC+2[4] |
Igorell bellgomz | +3 • +4[5] |
Armerzh | |
PDB (diazez PPA) • Hollad (2004) • PDB/annezad |
Renk 1añ[2] 9 € 610 milmilion 21 125 € |
Internet | europa.eu |
Unaniezh Europa (UE) zo un aozadur etregouarnamantel ha dreistvroadel a vod 27 Stad eus Europa a reer ar Stadoù ezel anezho. E 1992 e voe degemeret an anv « Unaniezh Europa » dre Feur-emglev Maastricht a-zivout UE. Doareoù eus an Unaniezh a oa a-goshoc’h avat a-drugarez d'un aridennad emglevioù ha kendarempredoù bet skoulmet adalek 1951.
Oberiantiz Unaniezh Europa a c’holo holl dachennoù ar politikerezhioù foran eus ar yec'hed hag an armerzh betek an aferioù diavaez hag an emzifenn. Astenn he galloudoù a bak pell pe belloc’h avat diouzh an tachennoù. Hervez an tachennoù-se e tenn muioc’h an UE da :
- ur c’hevread (da skouer evit ar moneiz, al labour-douar, ar c’henwerzh, politikerezhioù an endro)
- ur c’hengevread (da skouer evit ar politikerezhioù sokial hag armerzhel, gwarez ar vevezerien, aferioù diabarzh)
- un aozadur etrebroadel (da skouer war dachenn an aferioù diavaez)
Unan eus pennoberezh an UE eo sevel ha merañ ur c’henvarc’had a zo diazezet war un unaniezh valtoutel, ur moneiz hepken (degemeret evit poent gant 20 eus an 27 Stad ezel), ur Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL) hag ur Politikerezh Boutin war ar Pesketa.
Lies ensavadur zo bet savet a-benn suraat mont en-dro an UE. Ar re bouezusañ anezho o vezañ Kuzul Unaniezh Europa, Kengor Europa, Parlamant Europa ha Lez-varn Justis Europa.
Doare a-vremañ
Tammoù bras eus o riegezh zo bet treuzkaset d'an Unaniezh gant ar Stadoù ezel — muioc’h eget n'eus bet biskoazh treuzkaset d'un aozadur rannvedel anriegezhek all. Evel notet a-us, e tachennoù zo e krog an UE da gaout tres ur c’hevread pe ur c’hengevread. Daoust da se, war an dachenn lezennel, e chom ar Stadoù ezel "mistri ar Feurioù-emglev", ar pezh a dalvez n'hall ket an UE treuzkas muioc’h a c’halloudoù dezhi hec’h-unan eus ar Stadoù hep asant ar Stadoù-se dre feurioù-emglev nevez. A zo muioc’h, war meur a dachenn n'eus ket bet treuzkaset nemeur a riegezh vroadel d'an UE gant ar Stadoù; dreist-holl e tachennoù ken bras an interestoù broadel warno evel an aferioù diavaez hag an emzifenn. Kement-se a ra d'an aozadur dibar zo eus an UE bezañ un aozadur sui generis, dle. un aozadur drezañ e-unan.
D'an 29 a viz Here 2004 eo bet sinet gant ar pennoù gouarnamant ar Feur-emglev a grou ur Vonreizh evit Europa. Gwiriekaet eo bet ar sinadur-se gant meur a Stad tra m'emañ da vezañ gwiriekaet gant lod all c’hoazh. Daoust da se, en deus falsvarchet an argerzh a gas d'ar gwiriekaat p'eo bet nac’het ar Vonreizh gant muianiver ar Frañsizien e-kerzh ur referendom d'an 29 a viz Mae 2005 ha se daoust ma votas ar Vretoned a-du evel m'o doa graet evit referendom feur-emglev Maastricht. Ar wech-mañ avat n'eo ket bet splann a-walc’h vot ar Vretoned evit lakaat Frañs da sevel a-du ha 54.7% eus ar mouezhioù zo aet gant an "nann". Tri devezh war-lerc’h, d'ar 1añ a Vezheven eo bet tro Izelvroiz da lavaret "nann" ivez gant 61.6% dre ur referendom.
Da-heul nac’hadenn ar feur-emglev bonreizhel gant Frañs hag an Izelvroioù eo bet broudet an tabut politikel war statud a-vremañ ha da zont Unaniezh Europa etre ar Stadoù ezel. Eno e kaver savpoentoù disheñvel-mat ken etre ar Stadoù hag e diabarzh pep Stad.
Da skouer, e Breizh-Veur hag a zo o kadoriañ an UE, ez eus bet diskouezet dre stadegoù e oa diseblant pe e save a-enep an Unaniezh 75% eus ar boblañs. Deuet eo an UK Independence Party a sav a-du gant an emdennañ klok eus an UE da vezañ ur strollad da gemer e kont zoken. Broioù all avat a sav a-du gant un enframmañ brasoc’h — nebeut goude ma voe votet "nann" gant ar Frañsizien ha Nederlandiz a voe votet "ya" gant al Luksembourg.
Krefen war ar stern
Meur a graf pouezus-meurbet he deus an Unaniezh da dalañ outo er mare-mañ, en o zouez divizout ha degemeret, distaolet pe adreizhet e vo ar feur-emglev bonreizhel nevez, ober war-dro emled an UE war-du ar gevred (sellet a-is), nevesaat reolennoù an Emglev war ar Stabilder hag ar C’hresk, sevel ar budjed da zont ha plediñ gant ar Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL).
Er C’hendalc’h Etregouarnamantel a zeu (KEG), hag a zo un emvod e-kreiz ar bloaz evit Stadoù ezel an UE, e ranko pennoù ar Stadoù hag ar gouarnamantoù divizout penaos e vo arc’hantaouet budjed an UE. Graet e vez "Financial Perspective" pe "Diaweladenn Arc’hant" eus budjed an UE. Advarc’hatet e vez bep seizh vloaz. An Diaweladenn Arc’hant a zeu a dalvezo evit ar prantad 2007-2013.
E-touez ar c’hrefen da dabutal warno e-pad ar c’haozeadennoù war ar budjed da zont emañ Distaol arc’hant Breizh-Veur, gounid Frañs diwar ar POBOL, skodennoù bras Alamagn hag an Izelvroioù da vudjed an UE, hag adreizhad ar Fontoù evit Diorren Rannvroioù Europa. Diouzh ali meur a hini ez eo gwirheñvel e savo diwar ar c’haozeadennoù-se disrann vras etre ar gouarnamantoù evel etre Frañs hag Alamagn da skouer a c’houlenn ur budjed brasoc’h evit mont war-du un Unaniezh kevreadeloc’h hag ar re, evel Breizh-Veur, a c’houlenn ur budjed bihanoc’h gant muioc’h a arc’hant postet war ar skiantoù hag an imbourc’h, hag en deus graet eus ar "modernaat" e c’her-stur.
Divizout a ranko ivez pennoù Europa divizout e-kerzh an emvod-se petra ober eus Bonreizh Europa. Gouarnamantoù zo a garfe a-walc’h e vefe skornet an argerzh gwiriekaat tra ma kav da lod all e ranker mont betek penn. Ma vez gwiriekaet ar Vonreizh gant 20 Stad ezel diwar an 27 zo e vo adkaset homañ dirak Kuzul Europa hag e c’hallo neuze ar pennoù Stad ha gouarnamant advarc’hata ar feur-emglev.
Stadoù ezel hag an emled da zont
27 Stad ezel a ya d'ober Unaniezh Europa en em astenn war ur gorread a 4 493 712 km² gant e-tro 508 191 116 milion a geodedourien europat e 2015. Ma vije eus an UE ur Stad, e vije ar seizhvet brasañ er bed dre he gorread hag an trede brasañ dre he foblañs goude Sina hag India.
Rannañ a ra an UE harzoù douar gant 20 Stad hag harzoù mor gant 31 Stad. Sellet ouzh Broioù a-hed Unaniezh Europa
Abaoe savidigezh an UE gant 6 Stad ez eus bet 19 all oc’h emezelañ war meur a lankad emledañ:
Bloaz | Bro |
---|---|
1952 | Belgia, Frañs, Alamagn (ar C’hornôg), Italia, Luksembourg, An Izelvroioù (izili diazezerien) |
1973 | Danmark, Iwerzhon, Rouantelezh Unanet[6] |
1981 | Gres |
1986 | Portugal, Spagn |
1990 | En em unaniñ a ra Alamagn ar Reter gant Alamagn ar C'hornôg evit dont da vezañ un tamm eus an UE |
1995 | Aostria, Finland, Sveden |
2004 | Republik Kiprenez, Republik Tchek, Estonia, Hungaria, Latvia, Lituania, Malta, Polonia, Slovakia, Slovenia |
2007 | Bulgaria, Roumania |
2013 | Kroatia |
- Greunland, bet roet an emrenerezh dezhi gant Danmark e 1979, he deus divizet kuitaat Kumuniezh Europa dre referendom e 1985.
Tiriadoù tramor
Niveruzik eo an tiriadoù tramor ganto darempredoù strizh gant Stadoù zo eus an UE, en o zouez Greunland, Manav, an Azorez ha Madeira. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar re-mañ ha tiriadoù tramor all stag ouzh an UE, sellit ouzh ar Rannvroioù dreisttrobarzh ha Tiriadoù dibar eus Stadoù ezel zo hag o darempredoù gant an UE (hemañ e saozneg).
Emled da zont ha darempredoù strizh
- Turkia zo war ar renk ent-ofisiel evit dont da vezañ ezelez eus UE abaoe 1987. Staget emeur gant ar c’hevraouiñ abaoe an 3 a viz Here 2005. Meur a arbennigour koulskoude ne wel ket emezeladur Turkia da UE o tont da wir a-raok pell, ken bras m'eo ar sammad reizhadennoù a ranko kas da benn vat war an tachennoù politikel, armerzhel ha sokial.
- Makedonia (abaoe 2004), Albania, Montenegro ha Serbia (abaoe 2009) o deus lakaet o anv ivez evit dont da vezañ ezel eus an Unaniezh.
- Island he doa lakaet hec'h anv evit dont e-barzh e 2009, met e miz Meurzh he deus tennet kuit he goulenn.
- Norvegia ha Suis n'int ket izili anezho met emglevioù dibar o deus gant an UE.
- Perzh a gemer an darn vrasañ eus izili Kevredigezh Europat evit ar C'henwerzh Frank er Feur-emglev (bet krouet gantañ Takad Armerzhel Europa), ar pezh a dalvez e kemeront perzh e meur a zoare er c’henvarc’had europat.
Izili Unaniezh Europa | ||
---|---|---|
Kod ISO | Anv brezhonek | Anv lec'hel |
DE | Alamagn | Deutschland |
AT | Aostria | Österreich |
BE | Belgia | Belgique, België, Belgien |
BG | Bulgaria | България |
DK | Danmark | Danmark |
EE | Estonia | Eesti |
FI | Finland | Suomi |
FR | Frañs | France |
EL[A 1] | Gres | Ελλάδα, Ελλάς |
HU | Hungaria | Magyarország |
IE | Iwerzhon | Éire |
IT | Italia | Italia |
NL | Izelvroioù | Nederland |
HR | Kroatia | Hrvatska |
LV | Latvia | Latvija |
LT | Lituania | Lietuva |
LU | Luksembourg | Lëtzebuerg, Luxembourg, Luxemburg |
MT | Malta | Malta |
PL | Polonia | Polska |
PT | Portugal | Portugal |
CY | Republik Kiprenez | Kypros, Kıbrıs |
CZ | Tchekia | Česká republika |
RO | Roumania | România |
SK | Slovakia | Slovensko |
SI | Slovenia | Slovenija |
ES | Spagn | España |
SE | Sveden | Sverige |
Argerzh emezelañ war an hent, hep bloaziad merket | ||
AL | Albania | Shqipëria |
MK | Makedonia an Norzh[A 2] | Makedonija |
ME | Montenegro | Crna Gora |
RS | Serbia | Srbija |
TR | Turkia | Türkiye |
Stadoù ganto ur statud kaset war-raok | ||
IL | Israel | מְדִינַת יִשְׂרָאֵל |
MA | Maroko | المغرب |
Kod ISO | Anv brezhonek | Anv lec'hel |
Ar Rannvroioù tro-war-dro pellañ a zo darnoù eus Unaniezh Europa. | ||
An teir strollegezh tramor (COM) ha n'eus ket rennvroioù tro-war-dro pellañ anezho a zo darnoù eus Unaniezh Europa : Saint-Barthélemy (BL), Saint-Martin) (MF) ha Sant-Pêr-ha-Mikelon (PM). | ||
Ar Broioù ha tiriadoù tramor n’int ket darnoù eus Unaniezh Europa met gallout a reont kaout arc'hant Europa evit an diorren a-berzh Bank Kreiz Europa. | ||
|
Ganedigezh hag Istor
Klasket ez eus bet meur a wech, kent savidigezh ar Stadoù-Broad modern zoken, unaniñ broadoù liesseurt Europa. Ingal eo c’hoarvezet a-hed istor ar c’hevandir. 3 000 bloaz zo e oa mestr ar Gelted war Europa. Da-c’houde eo bet tro an Impalaeriezh roman a droe en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Dre heg e c’hoarvezas seurt unaniezh. Unanet e voe tammoù bras eus Europa dre ur velestradurezh laosk e-pad meur a gantved da vare ar Franked, impalaeriezh Karl Veur hag an impalaeriezh santel roman german ivez. E deroù an XIXvet kantved gant unaniezh valtoutel Napoleon Iañ hag adarre da vare aloubidigezh an nazied er bloavezhioù 1940 e voe unanet evit ur prantadig an darn vrasañ eus Europa adarre.
Gant al liesseurt m'eo yezhoù ha sevenadurioù Europa ne zeuas peurliesañ an taolioù-esae-se nemet dre un aloubidigezh soudardel lakaet dre heg war bobloù displijet-groñs. Kement-se a sachas d'e heul distabilder ha c’hwitadennoù. Unan eus ar c’hinnigoù peoc’hus kentañ evit unaniñ ar c’hevandir dre kenlabour ha kevatalder izili un unaniezh da zont a zeuas gant Victor Hugo ar peoc’hgarour e 1851. Diwezhatoc’h, goude spouron ar Brezel Bed Kentañ hag an Eil Brezel Bed e kreskas ar froud evit krouiñ ar pezh zo deuet da vezañ Unaniezh Europa abaoe. Kaset e oa an dud war-raok gant ar c’hoant da adsevel Europa ha d'ober a seurt ma n'hallfe ket biken brezel ebet ken sevel en-dro war dachenn Europa. A-benn ar fin, lusket gant ar santadoù-se, e voe savet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir gant Alamagn ar C’hornôg, Frañs, Italia ha broioù ar Beneluks. Kement-se a voe graet ent ofisiel dre Feur-emglev Pariz sinet e miz Ebrel 1951 ha lakaet da dalvezout e Gouere 1952.
Roet e voe an anv a Kumuniezh Armerzhel Europa (KAE) d'an unaniezh valtoutel gentañ, bet lesanvet prim da c’houde ar c’henvarc’had, a voe krouet dre Feur-emglev Roma e 1957 ha lakaet e talvoud d'ar 1añ a viz Genver 1958. Diwezhatoc’h e teuas anv ar KAE da vezañ Kumuniezh Europa a zo bremañ livenn-gein Unaniezh Europa. Eus un aozadur kenwerzhañ eo deuet an Unaniezh da vezañ ur framm kenlabour politikel hag armerzhel.
Ensavadurioù ha frammoù lezennel
Ensavadurioù UE
- Meur a ensavadur a vez douget ganto mont en-dro an UE
- Parlamant Europa (732 ezel 750 d'ar muiañ.)
- Kuzul Unaniezh Europa (anvet c’hoazh 'Kuzul ar Vinistred') (25 ezel)
- Kengor Europa (25 ezel)
- Lez-varn Justis Europa (e-barzh al Lez-varn engalv kentañ) (25 barner))
- Lez-varn Kontoù Europa (25 ezel)
- Kuzul Europat (25 ezel) - a yafe marteze gwelloc’h dezhañ an anv a damensavadur.
- Meur a framm arc’hant zo
- Bank Kreiz Europa a ya da sevel Reizhiad Bankoù Kreiz Europa gant ar bankoù kreiz Stad.
- Bank Postañ Europa (gant arFont Postañ Europa e-barzh)
- Kavet e vez ivez meur a vodad aliañ an ensavadurioù
- Kengor ar Rannvroioù, a ro e soñj war aferioù ar rannvroioù
- Kengor Armerzhel ha Sokial, a embann e soñj war ar politikerezhioù a denn d'an armerzh ha d'an aferioù sokial (dreist-holl an darempredoù etre al labourerien hag an implijerien)
- Kengor war ar Politikerezh hag ar Surentez, bet savet e-skeud ar Politikerezh Boutin war ar Surentez hag an Aferioù Diavaez a guzulika a-zivout aferioù etrebroadel ar surentezh hollek.
Hag ez euz ivez kalzik a aozadurioù all, savet peurliesañ a-ziwar ul lezennadur eil renk evit kas war-raok politikerezhioù dibar. Graet e vez anezho Ajañsoù Unaniezh Europa. En o zouez e c’haller menegiñ Ajañs Europa eit an Endro, the Ajañs Europa evit ar surentez dre nij hag ar Burev evit kendoniañ ar Marc’had diabarzh.
A-benn ar fin emañ ivez an hanterourien europat karget da enklask ar c’hlemmoù gwallvererezh a c’hall bezañ a-berzh ensavadurioù Europa.
Lec’hiadur ensavadurioù UE
N'eus kêr-benn ofisiel ebet d'an UE ha strewet eo hec’h ensavadurioù dre veur a gêr :
- Brusel, Belgia - zo anezhi evel kêr-benn UE de facto
- Sez Kengor Europa ha Kuzul Unaniezh Europa
- Lec’h emvodañ kengorioù Parlamant Europa hag e zalc’hoù bihan
- Kêr degemer evit holl gendalc’hioù Kuzul Europa (abaoe 2004)
- Strasbourg, Frañs
- Sez Parlamant Europa ha lec’h emvodañ evit an dalc’hoù leun bloaziek (12 sizhunvezh-pad)
- Eno e kaver ivez daou aozadur europat pennañ — Kuzul Europa ha Lez-varn Europa Gwirioù Mab-den — a ya pelloc’h niver o izili evit izili an UE end-eeun
- kêr Luksembourg, Luksembourg
Framm lezennel
Lezennoù Unaniezh Europa a bled gant un niver bras a frammoù lezennel hag ensavadurel n'int ket atav digemmesk. Disoc’h un istor diazezet a-bazennoù eo, gant feurioù-emglev etrebroadel nevez oc’h en em heuliañ, pep hini anezho o tegas kemmoù hag o klokaat an emglevioù koshoc’h. Strivoù bras zo bet kaset da benn er bloavezhioù diwezhañ evit startaat hag eeunaat ar feurioù-emglev kentañ. Disoc’het eo ar strivoù-se war savidigezh an danvez Feur-emglev Krouiñ Bonreizh Europa. Ma vez degemeret ar vonreizh-se e kemero lec’h ar strobad emglevioù zo anezho betek-henn ha ne vo mui nemet un destenn.
Feur-emglev Pariz (1951) eo bet ar feur-emglev kentañ. E 1952 e oa bet lakaet e talvoud. Drezañ eo bet diazezet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir etre ur bagad 6 bro. N'emañ ket an emglev-mañ e talvoud ken, kemeret m'eo bet e lec’h gant emglevioù all war-lerc’h. Feur-emglev Roma, bet savet e 1957 zo c’hoazh e talvoud avat. Adveret-mat eo bet abaoe koulskoude, dreist-holl dre Feur-emglev brudet Mastricht bet degemeret e 1992. E Mastricht e voe degemeret an anv a Unaniezh Europa. Ar reizhadennoù nevesañ bet degaset e Feur-emglev Roma zo bet lakaet er feur-emglev emezelañ a-benn degemer 10 Stad ezel nevez. Ar pezh a voe graet kerkent hag ar 1añ a viz Mae 2004.
Ma c’hwit feurm-emglev diazezañ ar Vonreizh nevez da vezañ degemeret gant an holl Stadoù ezel e vo ret addigeriñ ar c’hevraouiñ warnañ moarvat. A-du eo an darn vrasañ eus ar bolitikourien hag eus ar pennoù-bras evit lavaret n'hallo ket an UE kenderc’hel da vont en-dro plaen gant ar framm zo dezhi bremañ ma'z eus 27 Stad enni. hag emañ da genderc’hel da greskiñ.
Levrlennadur
- KOSTIOU Jeremi, Kengred etre ar pobloù, e-barzh Brud Nevez, miz Mae 2014, niv. 304, pp. 11-12.
Notennoù
- ↑ Deiz-ha-bloaz disklêriadur Robert Schuman.
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 Europa evel Stad en he unan.
- ↑ Lod Stadoù ezel zo chomet gant o moneiz broadel.
- ↑ UTC-4 hag UTC+4 er c’hornioù pellañ
- ↑ Diouzh ar Stadoù ezel
- ↑ D'an 31 a viz Genver 2020, ar Rouantelezh-Unanet a guitaas Unaniezh Europa ; gwelit ar pennad Brexit.