(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Matteo Bandello - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Matteo Bandello

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
E oberenn troet e galleg gant ar Breizhad Pierre Boaistuau.

Matteo Bandello, ganet en 1480 e Castelnuovo Scrivia, e Piemonte, marvet en Agen (Bro-C'hall) en 1561, a oa ur skrivagner italianek eus ar XVIvet kantved, deuet da vout eskob Agen.

E vuhez

Ganet e oa Matteo Bandello e Castelnuovo Scrivia, hiriv e proviñs Alessandria, e-kichen Tortona, e Piemonte. Skoliet mat e voe, ha mont a reas da labourat evit an Iliz. Met n'eo ket gant an doueoniezh e oa troet. Meur a vloaz a dremenas e Mantova ha Castel Goffredo, hag ober a reas war-dro Lucrezia Gonzaga (1522 – 1576), ma savas un hir a vrezhoneg en enor dezhi. Tec'hel a rankas, goude emgann Pavia, rak fulor an impalaer Karl V, pa voe kemeret Lombardia gantañ. Devet e voe e di e Milano ha kemeret e vadoù. Repu a gavas e ser Cesare Fregoso, ur jeneral aet a-du gant ar C'hallaoued, ha gantañ ez eas da Vro-C'hall.

Darempredoù mat en doe er vro, ma voe anvet da eskob Agen, kêr ma vevas pell amzer, betek e varv e 1562.

Kalzik e skrivas e-keit-se, barzhonegoù ha dreist-holl danevelloù (1554, 1573), bet troet e meur a yezh, e doare Decameron Boccaccio pe Heptameron Marc'harid Navarra.

E oberenn

  • E zanevelloù, pe novelle ( 214 en holl), embannet e teir levrenn e 1554 gant Vincenzo Busdraghi, har ar pevarvet anezho goude e varv, e 1573. Troet e voent e galleg gant ar skrivagner breizhat Pierre Boaistuau, hag e saozneg, ha ganto e voe awenet Shakespeare da sevel meur a bezh-c'hoari.
  • E varzhonegoù

Awen Shakespeare

Peder danevell gant Bandello zo bet implijet gant Shakespeare da sevel pevar fezh-c'hoari:

Ret eo menegiñ ivez unan eus Shakespeare Apocrypha, Edward III (eil lodenn, danevell 29).