(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Rouantelezh Kastilha - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Rouantelezh Kastilha

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Rouantelezh Kastilha en 1210
Skoed adarmez rouantelezh Kastilha

Kastilha zo bet ur rouantelezh er Grennamzer e hanternoz Spagn. Da gentañ, en IXvet kantved, ne oa nemet ur gontelezh e Rouantelezh León. Dont a ra hec'h anv eus an niver bras a gastilli enni.

E diwezh ar Grennamzer, e rene rouaned Kastilha eus pleg-mor Gwaskogn en norzh betek Andalouzia er su ha war al lodenn vrasañ eus kreiz al ledenez.

Kregiñ a reas ar Reconquista, en istor Bro-Spagn, gant stourm rouantelezh vihan Asturiez a ziazezas goude Kastilha diwar ar marzoù gounezet diwar-goust o enebour, bro zivent Al-Andalus, eizh vloaz goude aloubadeg an Arabed e 711.

Kastilha a oa da gentañ ur gontelezh dindan rouantelezh León, eus 850 da 1037, ur vro anvet Kastilha gozh bremañ. Chom a reas Kastilha dindan aotrouniezh rouaned Asturiez ha León etre an VIIIvet kantved ha 1037, pa oa savet Rouantelezh unanet Kastilha ha León gant Ferdinando I. E 1058 a loc'has un heuliad brezelioù a-enep ar Vaoured, hag e kemeras ar pezh a zeufe da vezañ Kastilha nevez (emgann Alarcos hag emgann la Navas de Tolosa).

Brasaat a reas ar rouantelezh dindan ren Alfoñs VI (1065-1109) hag Alfoñs VII (1126-1157). Dindan Alfoñs X e tiorroas buhez sevenadurel ar rouantelezh met ur prantad hir a stourmoù diabarzh a zeuas war-lerc'h. E 1469 e teraouas unvanidigezh rouantelezhioù Aragon ha Kastilha, ha da c'houde hini ledenez Bro-Spagn, gant eured Ferdinant II Aragon (roue Kastilha, Ferdinando V) hag Izabel I, rouanez Kastilha.

Pennadoù kar