Ramzed Hellaz
Ramzed Hellaz a vez graet eus ar ramzed o devoa klasket sevel a-enep doueed ar Menez Olimp e gwengelouriezh Hellaz.
Daou rumm a oa anezho, ha ret diwall d'o c'hemmeskañ.
- re ar remzi kentañ, mibion da C'haia,
- ar re deuet diwezhatoc'h.
O anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]O anv e gregach gigantès (Γίγαντες) pe gegeneis a dalv « ganet eus an Douar ».
Ar remziad kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ramzed an amzerioù koshañ a oa bugale da Ouranos (an Oabl) ha da c'h-Gaia (an Douar). Ganet e oant, gant o breudeur ha c'hoarezed all, an Erinied ha Meliadezed, pa voe troc'het kalc'h Ouranos ha pa gouezhas e wad war Gaia (an Douar).
Hervez un doare all e vijent bet krouet gant Gaia hec'h-unan, evit kaout an digoll war-lerc'h an dichekadenn graet d'he mibion e-kerzh Brezel an Ditaned.
Hervez un trede doare e oant mibien da d-Tartaros.
Gouez da Hesiodos e oant ganet e Flegra, pe e Pallene. Divalav e oa o dremm, ha kant brec'h a oa da bep hini, hag ul lost naer e penn pep gar.
Ouzhpenn-se n'hallent bezañ lazhet gant doue ebet.
Setu anvioù un toullad anezho :
- Agasthenes ;
- Agrios ;
- Alkyoneüs ;
- Alpos ;
- Aristaeüs ;
- Astraios ;
- C'hthonios ;
- Damysos ;
- Emfytos ;
- Enkelados ;
- Efialtes ;
- Euboios ;
- Euforbos ;
- Euryalos ;
- Eurymedon ;
- Eurytos ;
- Gration ;
- Hippolytos ;
- Hopladamos ;
- Hyperbios ;
- Iapetos ;
- Klytios ;
- Koios ;
- Mimas ;
- Olympos ;
- Otos ;
- Oranion ;
- Pallas ;
- Pankrates ;
- Peloros ;
- Polybotes ;
- Porfyrion ;
- Roikos ;
- Theodamas ;
- Theomises ;
- Thoas ;
N'eus ket nemeur a gaoz anezho er mojennoù nemet e mojenn ar stourm ouzh ar Ramzed, ma reont brezel ouzh an doueed.
Giganted all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu darn :