Gwad
Neuz
Ar gwad zo ul liñvenn a red diehan met a dalmadennoù e gwazhiadurezh hag e kalon loened zo, mab-den en o zouez. Savet eo gant ul lodenn dourek, ar plasma, hag ul lodenn soludek, ar c'helligoù ha tammoù anezho.
E gefridioù eo :
- kas an dioksigen O2 hag ar maguzennoù da wiadoù hag organoù ar c'horf ;
- kas an dilerc'hioù evel an dioksidenn garbon CO2 hag an dilerc'hioù nitrogenek war-du al lec'hioù-skarzh (bouzelloù, lounezhi, skevent) ;
- kas kelligoù ha molekulennoù ar reizhiad hangaeañ d'ar gwiadoù ;
- skignañ an hormonoù er bevedeg.
Danvezennoù er gwad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant mel an eskern hir e vez kenderc'het kelligoù ar gwad.
- Eritrokit, anvet ivez "globulennoù ruz" pe kelligoù ruz daoust ma n'int ket kelligoù evit gwir dre n'eus na kraoñell na organit ken enno. Un eritrokitenn a bad 120 devezh ha distrujet e vez gant an avu, ar felc'h pe mel an eskern. Enno emañ an hemoglobin a dreuzkas an dioksigen 02, an dioksidenn garbon CO2 hag ar vonoksidenn garbon CO. Pinvidik-tre eo an hemoglobin e houarn ha gouest eo da stagañ enni an dioksigen disolvet er plasma. War-lerc'h bezañ bet karget e dioksigen (e logigoù ar skevent) e vez kaset an eritrokitennoù gant fonn ar gwad betek ar gwiadoù e-lec'h ma zieubont an dioksigen. Karget e vezont aze e dioksidenn garbonek daoust ma vez dalc'het er plasma dreist-holl ar molekulennoù-se.
- Leukokit, "globulennoù gwenn" pe kelligoù gwenn. Ur roll a-bouez o deus er reizhiad hangaeañ dre zistrujañ an elfennoù kontammus. Liesseurt int : granulokit, limfokit, monokit ... pep hini gant ur perzh disheñvel.
- Trombokit, "plaketennoù" pe pladanoù. Tammoù kelligoù hep kraoñell int evel an eritrokit hogen, organitoù a zo enno. Diwar-se int gouest da analañ ha da broduiñ proteinoù. Ur roll pennañ o deus e kaoulediñ ar gwad.
Ar c'helligoù meneget a-us a ya d'ober 45 % eus ar gwad. Ar peurrest eo ar plasma.
Ar plasma
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lodenn dourek ar gwad eo ar plasma. Ennañ ez eus
- molekulennoù diwar koazhadur ar boued (glukoz, trenkennoù aminek, trenkennoù druz ...)
- molekulennoù diwar metabolegezh ar c'helligoù (ure ...)
- molekulennoù kannad eus an difenn immunizel.
- molekulennoù kannad eus ar c'hehentiñ dre wad (hormonoù).
- ionoù (sodiom, potasiom, magnesiom ...). Gant al lounizhi e vez kempouezet paoter an ionoù er plasma hag en dourennoù diabarzh all.