(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Heuz - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Heuz

Eus Wikipedia
Heuzoù da varc'hegañ

An heuzoù zo boteier hir. Meur a seurt zo hiziv, dre vras an heuzoù bras, da ziskouez, hag ar re da labourat pe liammet ouzh ur garg.

Kar eo ar ger d'an anv gallek kozh heuse, hose e saozneg, ha deuet ar ger kembraek hosan diwarnañ.

  • Heuzoù da vont en dour, er mor a-wechoù, gwisket gant pesketourien
  • Heuzoù da varc'hegañ.
Heuzoù cowboy a oa bet graet evit ar prezidant stadunanat Harry S. Truman.

Hanter-heuzoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Heuzoù inuit.

An hanter-heuzoù a dap uheloc'h eget an ufern betek lodenn uhelañ kof-gar an den.

Heuzoù hir ha brozhioù berr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brozh verr ha heuzoù

A-hervez eo gant ar ganaouenn These boots are made for walking gant Nancy Sinatra, e krogas giz an heuzoù d'ar merc'hed, gwisket gant brozhioù berr.

Heuzoù uhel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Heuzoù uhel

Heuzoù uhel a dap betek an divvorzhed a vez douget gant nebeud a vaouezed: diaes da wiskañ ha da lemel, ha diaes kerzhout ganto. met tud zo a lavar n'int ket graet evit kerzhout.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Waders en ur stal e Texas.