Kinshasa
Kinshasa (lingaleg: Kinsásá; anvet gwechall Léopoldville e galleg ha Leopoldstad e nederlandeg) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Republik Demokratel Kongo.
An trede kêr vrasañ eo en Afrika, goude Lagos ha Kaero. Meur a vilion a dud zo o chom enni, 7,5 milion hervez niveridigezh 2005. Unan eus kêrioù brasañ ar bed eo evit an niver a gomzerien c’hallek, an eil vrasañ goude Pariz evit ar mare, met dizale e c’hellfe tremen dirak kêr-benn Bro-C’hall ma talc’h an niver a annezidi da greskiñ enni. Emañ war ribl ar stêr Kongo, a-dal da gêr Brazzaville, kêr-benn Republik Kongo, zo en tu all d’ar stêr.
Gant Henry Morton Stanley e oa bet diazezet kêr e 1881, e-kichen ur gêriadenn anvet Nshasa pe Kinshasa, dindan an anv Léopoldville en enor d’ar roue belgiat Leopold II, en doa graet eus ar vro e zomani prevez. E 1966 e voe lakaet Kinshasa gant ar prezidant Mobutu Sese Seko.
Proviñsoù Republik Demokratel Kongo |
|||||
---|---|---|---|---|---|
|