(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Komantcheg - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Komantcheg

Eus Wikipedia
Komantcheg
(numu tekwapu)
Perzhioù
Komzet e : Stadoù Unanet
Rannved : Oklahoma
Komzet gant : 200
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù outoek-aztekek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh : Numu Tekwapuha Nomneekatu
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2 nai
ISO 639-3
Kod SIL COM
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh outoek-aztekek eus skourr ar yezhoù noumek eo ar c'homantcheg (numu tekwapu) komzet gant tro-dro da 200 den e kornôg Oklahoma er Stadoù-Unanet.

Tost-tre eo d'ar chochoneg ha betek an XVIIIvet kantved e oant an hevelep yezh.

Daoust ha ma vez graet muioc'h-mui a strivoù hiziv a-benn gwareziñ ha saveteiñ ar yezh ha reiñ lusk dezhi en-dro emañ c'hoazh en arvar da vont da get rak koshig a-walc'h eo an dud a ra ganti hag izel-tre eo o niver.

Er bloavezhioù 1800 e veze difennet d'ar Gomanched implijout o yezh ha kastizet e vezent. Abalamour da se e oa bet kollet ar yezh buan-tre dre ma ne veze ket desket gant bugale an dud bet kastizet evit ober ganti.

Implijet e voe e-pad an Eil Brezel Bed evel yezh kuzh gant arme ar Stadoù-Unanet dre ma voe bet graet gant an navac'hoeg rak diaezetoc'h e oa evit an Alamanted da gompren evit ur c'hod ordinal.

Skrivet e vez ar c'homancheg gant al lizherenneg latin hervez ur sistem reizhskrivañ bet krouet gant Dr. Alice Anderton ha lakaet da ofisiel e 1994.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]