Kouezhadenn Saigon
Rann eus | Brezel Vietnam |
---|---|
Stad | Viêt Nam |
Lec'h | Kêr Ho-Chi-Minh |
Daveennoù douaroniel | 10°46′41″N 106°41′46″E |
Deiziad | 30 Ebr 1975 |
Kouezhadenn Saigon | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel Viêt Nam etre Talbenn Broadel Dieubidigezh Su Viêt Nam ha Norzh Viêt Nam ouzh SUA ha Su Viêt Nam | |||||||
E-kerzh an oberiadenn Frequent Wind | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Norzh Viêt Nam Talbenn Broadel Dieubidigezh | Su Viêt Nam • Frequent Wind : Stadoù-Unanet | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Văn Tiến Dũng Trần Văn Trà Hoàng Cầm Le Duc Anh Dinh Duc Thien Vu Lang Nguyễn Hữu An | Phạm Văn Đồng Nguyễn Văn Toàn Nguyen Hop Doan | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Norzh Viêt Nam Talbenn broadel dieubidigezh 450 000 | Su Vietnam 35 000 |
Kouezhadenn Saigon pe "Dieubidigezh Saigon" (evit komunourien Viêt Nam) a reer eus kemeridigezh kêr Saigon, kêr-benn Republik Su Viêt Nam, gant lu Norzh Viêt Nam harpet gant Arme dieubidigezh Su Viêt Nam (Viet Cong) d'an 30 a viz Ebrel 1975.
An oberiadenn vilourel-se a zegasas fin brezel Viêt Nam ha fin Republik Su Viêt Nam, hag a voulc'has an hent etrezek adunvanidigezh Viêt Nam dindan stumm ur Republik sokialour gant ar Strollad Komunour en he fenn.
A-raok kouezhadenn Saigon e oa tec'het kuit an holl Amerikaned pe dost, soudarded ha trevourien, a oa staliet e kêr-benn Su Viêt Nam.
Ouzhpenn-se e voe un dec'hadeg ramzel, degadoù a viliadoù a Viêtnamiz ar Su, dreist-holl ar re a oa engouestlet gant gournamant Republik Su Vietnam pe a oa harperien d'an Amerikaned e brezel Vietnam. Barr an dec'hadeg-se e voe an oberiadenn-vrezel Frequent Wind, ma voe graet ar brasañ implij eus biñsaskelloù en Istor mab-den.
Istor Kouezhadenn Saigon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diouzh an eil tu, lu Norzh Viêt Nam dindan urzhioù ar jeneral Văn Tiến Dũng ha, diouzh an tu all, lu Republik Su Viêt Nam (ARVN) dindan urzhioù ar jeneral Nguyễn Văn Toàn.
Goude Kouezhadenn Saigon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ma voe kemeret Saigon e voe echu gant Republik Su Viêt Nam hag an holl strolladoù liammet ganti, lu Republik Su Vietnam en o zouez. Ouzhpenn da-se e kendalc'has annezidi kêr Saigon da vont etrezek ar maezioù a-benn pellaat diouzh nerzh ar Strollad Komunour a oa e penn an traoù. Kement-mañ ha tec'hadeg vras an 30 a viz Ebrel 1975 a ziazezas ar gêr nevez anvet Hồ Chí Minh Ville ("Kêr Hồ Chí Minh").
D'ar 7 a viz Mae 1975 e voe aozet gant ar gouarnamant nevez ur vanifestadeg vras a-benn lidañ an trec'h.
Er bloavezh 1977, hervez an National Review, e voe brasjedet ez eus bet kement ha 30 000 a Vietnamiz ar Su a zo bet lazhadeget gant al lu Norzh Vietnamat ; diwar implij listennoù bet savet evit ar CIA ha lezet e Saigon gant labourerien kannadti ar Stadoù-Unanet ez eur deuet d'an niver-se.
Un devezh dilabour anvet Devezh an Adunvaniezh pe c'hoazh Devezh an Dieubidigezh (Ngày Giải Phóng e vietnameg) eo an 30 a viz Ebrel e Viêt Nam hiziv, abaoe an 2 a viz Gouere 1976 hepken avat.
Kouezhadenn Saigon hiziv an deiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un arouez bev buhezek e chom devezh kouezhadenn Saigon hiziv an deiz c'hoazh : lidadeg ofisiel Devezh an Dieubidigezh eo hervez renad komunour Republik Viêt Nam ; lidadeg un deiziad kañv eo avat hervez repuidi Republik Su Viêt Nam hag enebourien ar renad komunour, pa lakaont an 30 a viz Ebrel da Tháng Tư Đen ("Ebrel Du").
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Jean Lartéguy, L'Adieu à Saïgon, Presses de la Cité, Pariz, Bro-C'hall, 1975 – ASIN: B004QYYJT4