Krug
Neuz
| |||
---|---|---|---|
Androctonus crassicauda
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Arthropoda | ||
Isskourad : | Chelicerata | ||
Kevrennad : | Arachnida | ||
Urzhad : | Scorpiones | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'hruged eo al loened divellkeinek a ya d'ober an urzhiad Scorpiones (C. L. Koch, 1837). Eizh pav o deus. Aes int da anout gant o rumm pav pafalañ hag o lost gwaret, binimus o flemm, e tougenont e penn o c'hof. Tro-dro 1750 spesad a zo.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Loened noz pe beuznoz int, ha turierien.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Preizhañ a reont arthropoded vihan, hag ivez glazarded ha naered vihan.
Annezva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]13 kerentiad ha tro-dro 1750 spesad hag isspesad a zo, ha 111 takson zo steuziet.
Darempredoù gant an dud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bep bloaz e vez flemmet miliadoù a dud gant ar c'hruged, er broioù trovanel. Implijet eo o binim gant an enklask mezegiezh.
Evel boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fritet e vezont e bro Shandong, e Sina.
Evel argel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Krug, ur steredeg,
- Krug, unan eus 12 azon an arouezkelc'h hervez steredourien Babilon,
- e Henegipt e oa an doueez Serket derc'hennet en ur grug,
- ul loen a-bouezh eo ar grug e su Afrika hag Azia, hag en arzh islamek,
- Luis Buñuel, ar filmaozer surrealour, a ziskouezh kruged evel un adammeg en e film L'Age d'or e 1930[1],
- an droug eo ar c'hruged hag an naered er relijion gristen, hervez an Testamant Nevez,
- Scorpions zo ur strollad hard rock brudet.
Daveoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Allen S. Weiss (1996). "Between the sign of the scorpion and the sign of the cross: L’Age d'or", in Rudolf E. Kuenzli: Dada and Surrealist Film. MIT Press. 159–175 p. ISBN 978-0-262-61121-3.