(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Yezh liessintezel - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Yezh liessintezel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Liessintetezelezh)
Renkadur morfologel

Gant ar yezhoniour stadunanatEdward Sapir (1884-1939 e voe impljet an termenoù sintezel ha liessintezel (saozneg : polysynthetic) evit ar wech kentañ er bloavezhioù 1920 evit deskrivañ yezhoù enne niver uhel a vorfemoù e pep ger. Kalz uheloc'h eo an niver a vorfemoù er yezhoù liessintezel evit er re sintezel.

Er yezhoù liessintezel e vez implijet alies ur ger hir-spontus hepken evit ober diouzh ur frazenn a-bezh er yezhoù n'int ket ken sintezel all, evel ar yezhoù dezrannel.

Meur a yezh liessintezel zo e Norzhamerika hag e Siberia : an inuktitut, ar mohawkeg, an ainoueg, ar yupikeg, ar tsalagi ('"tcherokeeg"), ar soraeg, al luoravetlan ("tchuktchieg") hag an kalaallisut ("groenlandeg") zo un nebeud anezho.

Luoravetlan

Pemp morfem zo er ger-mañ :

Təmeyŋəlevtəpəγがんまtərkən
tə-meyŋə-levtə-pəγがんまt-ərkən
1.SG.SUBJ-"meur-poan-benn"-IMP

Ur frazenn eo r brezhoneg: « Poan-benn spontus am eus » (Skorik 1961: 102)

Kalaallisuteg

Daouzek morfem zo er ger-mañ :

Aliikusersuillammassuaanerartassagaluarpaalli
aliiku-sersu-i-llammas-sua-a-nerar-ta-ssa-galuar-paal-li
dudi-reiñ-SEMITRANS-unan.mat.e-COP-lavaret.ma-REP-FUT-sur.met-3plSUBJ/3sgOBJ-met

Ar frazenn vrezhonek : « Koulskoude e lavarer ez eo un artist mat, met... »

Ret eo lavaret ne vez ket aezet atav lavaret hag-eñ ez eo ur yezh bennaket ur yezh liessintezel pe get kentoc'h evit ur yezh sintezel hepmuiken, rak diouzh un tu e c'hell bezañ diaes a-wechoù gouzout e pelec'h emañ ar bevennoù etre pep morfem, ha diouzh an tu all e c'hell ur yezh bezañ liessintezel war un dachenn yezhadurel resis, met nann sintetezel war un dachenn yezhadurel all. Disheñvel eo, da skouer, live sintezelezh ar verboù hag an anvioù er yezhoù Su Atabaskeg.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]