Martha My Dear
Martha My Dear a zo ur ganaouenn saoznek gant ar strollad sonerien saoz The Beatles.
Daoust d'an emglev boas a rene an darempredoù arzel etre Lennon ha McCartney e oa bet savet Martha My Dear e 1968 gant Paul McCartney (1942-) e-unan-penn, ton ha son.
Petra bennak m'en devoa ar sonaozer saoz ur bobtail d'an ampoent n'eo ket ar giez "Martha" a oa kaoz anezhi er sonenn tamm ebet. A-ratozh-kaer e oa bet krouet o soñjal en aktourez Jane Asher (1946-) en devoa darempredet[1] e-pad pell amzer betek dimeziñ e miz Kerzu 1967. Ne oant ket tonket da chom asambles dre ma'z eas Asher diouzh McCartney e miz Gouere 1968 hep na vije gwall sklaer abegoù an dispartiañ. E buhezskrid Lennon skrivet gant Philip Norman (1943-), embannet e 2008, e tispleg an aozer he dije Jane Asher tapet Paul McCartney a-gevret gant ar saverez senario stadunanat Francie Schwartz (1944-)[2]...
Enrollet e voe d'ar 4 a viz Here 1968, McCartney o seniñ un toullad mat a vinvioù (gitar-boud, piano ha taboulinoù en o zouez) hag eñ eilet gant sonerien binvioù kouevr[3] ha dre gerdin[4]. 2:28 he fad e voe kanet gant McCartney ivez hag embannet d'an 22 a viz Du 1968 evel an navet kanaouenn eus kentañ pladenn an albom The Beatles[5].
Savet en devoa McCartney un nebeud kanaouennoù all kent — I'm Looking Through You, We Can Work It Out (1965), For No One, Here, There and Everywhere (1966) — an holl anezhe awenet gant Jane Asher. Un istor garantez a oa ouzh e c'hortoz koulskoude : d'an 12 a viz Meurzh 1969 ec'h euredas da Linda Eastman, ul luc'hskeudennerez stadunanat en devoa graet anaouedegezh ganti d'ar... 15 a viz Mae 1967 e Londrez.
Arzourien all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket bet adkanet gant kement-se a arzourien all : gallout a reer menegiñ doare dic'hortoz ar strollad Ambrose Slade e 1969 (a-raok dont da vezañ Slade).
Ar gerioù...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kejet o devoa an eil gant egile e miz Ebrel 1963.
- ↑ Philip Norman, John Lennon: The Life, HarperCollins Publishers, 2008, pajenn 606.
- ↑ Ted Barker, Leon Calvert, Ronnie Hughes, Alf Reece, Stanley Reynolds ha Tony Tunstall.
- ↑ Frederick Alexander, Leo Birnbaum, Peter Halling, Reginald Kilbey, Dennis McConnell, Les Maddox, Bernard Miller, Henry Myerscough ha Lou Sofier.
- ↑ Graet e vez "Albom gwenn" anezhañ ivez.