Maximinus Iañ
Maximinus Iañ, pe Caius Julius Verus Maximinus Thrax (war-dro 173 - 238) a oa un impalaer roman hag a renas e-pad tri bloaz, etre 235 ha 238. Brudet e oa da vezañ un tirant kriz, hag emsavadeg a voe en Africa a-enep dezhañ.
Ganet e oa e Trakia, war-dro 173, damvarbared e dud hervez Herodianus. Mesaer e vije bet a-raok mont d'an arme ma teuas da vout ofiser. Hervez Historia Augusta e oa got e dad, hag alanez e vamm. Koulskoude eo roman e anv Caius Julius Maximinus, pe a orin, pe roet dezhañ en arme. Hervez Historia Augusta e oa ur ramz a 2 metr 60, diaes da grediñ. War-dro 191 e oa soudard war varc'h, dont a reas da vout kantener, brezeliñ a reas en Mezopotamia e 232 a-enep ar Bersed, en 234 e reas war-dro gourdoniñ ar soudarded nevez a-raok ar brezel ouzh an Alemanned.
An Impalaerien roman | ||
Tierniezh ... | ||
En e raok : Severus Alexander (232 - 238) |
Maximinus Iañ (235 - 238) |
War e lerc'h : Gordianus Iañ hag e vab Gordianus II |
Heuliad Henroma |