Moger Vras Sina
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/14/Great_Wall_of_China.jpeg/300px-Great_Wall_of_China.jpeg)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/1a/Gran_muralla_badalig_agosto_2004JPG.jpg/250px-Gran_muralla_badalig_agosto_2004JPG.jpg)
Moger Vras Sina (e sinaeg
Ur voger difenn eo, savet dreist-holl adalek dibenn ar XIVvet kantved betek deroù ar XVIIvet kantved, e-pad ar remziad Ming.
Savet e voe ar voger-se gant Sinaiz evit difenn o bro diouzh argadennoù gant ar Vongoled hag an Durked. A-raok e oa bet mogerioù all c’hoazh savet ken abred hag an IIIe kantved kt JK, da vare ar remziad Qin, da ziwall diouzh meuriadoù a oa o vevañ er pezh zo bremañ Mongolia ha Manchouria.
En em astenn a ra ar Voger a-hed 6 700 km, adalek Shanhaiguan (
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Peder savenn zo bet da savadur ar Voger Vras :
- 208 kt JK (remziad Qin).
- Iañ kantved kt JK (remziad Han).
- 1138-1198 (mare ar Pemp remziad hag an Dek rouantelezh).
- 1368-1620 (adalek an impalaer Hongwu betek an impalaer Wanli eus ar remziad Ming).
- E 1987 e voe lakaet Moger Vras Sina e-touez lec’hiadoù ar Glad bedel gant an UNESCO.
Ha gwelet e vez eus al loar ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lavaret e vez ez eo Moger Vras Sina ar savadur nemetañ zo bet savet gant mab-den a c’heller gwelet eus an egor. Er bloavezhioù 1930 e voe skrivet e vefe gwelet eus al loar. Met kement-se n’eo ket gwir rak ar Voger Vras n’eo ket ledan a-walc’h.
Peogwir e varvas kalz a vicherourien, pa oant o sevel ar Voger, ha peogwir e voent douaret e-kichen, e lavarer diwar-benn Moger Vras Sina ez eo ar « vered vrasañ zo er bed ».
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- lec’hienn c’hallek diwar-benn ar Voger Vras
- Kartenn eus Moger Vras Sina
- Skeudennoù eus Moger Vras Sina
![]() |