Mor Su Sina
Ul lodenn eus ar Meurvor Habask eo Mor Su Sina (
Dre strizh-mor Taiwan eo digor war Mor Reter Sina, pelloc’h en hanternoz. Un 200 enezenn bennak zo e Mor Su Sina hag an hanter anezho a ya d’ober an inizi Spratly, un enezeg didud a vez dizemglev etre ar broioù tro-dro (Republik Pobl Sina ha Vietnam, dreist-holl) da c’houzout ouzh peseurt stad int stag.
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mor Su Sina eo an anv a vez graet eus ar mor-se en darn vrasañ eus ar yezhoù. Er XVIvet kantved e voe anvet gant ar voraerien deuet eus Portugal Mar da China (Mor Sina) ; diwezhatoc’h hepken e voe ezhomm da lakaat kemm etre al ledennad dour-se hag an hini a oa pelloc’h er hanternoz ha neuze e voe graet Mor Su Sina anezhi. Heñvel eo an anvioù sinaek