Nijerez
Iskevrennad eus | fixed-wing aircraft, powered aircraft |
---|---|
Efed | Saotradur dre drouz, saotradur an aer, beaj, kemmadur an hin |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 1903 |
Powered by | aircraft engine |
Wing configuration | fixed-wing aircraft |
Military designation | A, V |
Deskrivet en URL | https://neal.fun/earth-reviews/airplanes |
Implijet gant | global airplane fleet |
Produced sound | aircraft noise |
Arouezenn Unicode | ✈, 🛪, 🛩, 🛨 |
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un nijerez (liester nijerezioù), pe ur c'harr-nij, hervez an termenadur degemeret gant an OACI, zo un aerlestr pounneroc'h eget an aer ha kaset da loc'hañ ha da zibradañ gant ur c'heflusker (ma n'eus keflusker ebet ez eo ur blaverez). Ar c'hemporzh en aer a zeu eus an ersavioù aerwezhel a c'hoarvez war gorreoù difiñv e-kerzh an nijadenn.
Ne gomzer ket "nijerez" pa zeu ar c'hemporzh eus un ardivink fiñvadus evel ur viñ-tro, rak ur viñsaskell eo an ardivink en degouezh-se. Ma vez lakaet ouzh an nijerez un ardivink evit pradañ war an dour e teu an nijerez da vezañ un dournijerez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe ur blaverez gant an ijinour saoz George Cayley e 1853, met gant Jean-Marie Le Bris eo e voe graet nijadenn gentañ un nijerez e 1856, da lavaret eo nijadenn un aerlestr erlusket gant un nerzh rak sachet e oa e garr-nij L'Albatros artificiel gant ur penn-kezeg a zaoulamme war un draezhenn.
Evit kontañ nijadennoù an nijer breizhat eo e voe implijet ar ger avion evit ar wech kentañ gant ar c'hazetenner Gabriel de La Landelle en e levr Aviation ou navigation aérienne sans ballon e 1863[1].
Kalz diaraogerien en nijerezh all a glaskas dibradañ o flaverezioù evel an Alaman Otto Lilienthal etre 1867 ha 1896. Aerlistri gant ur mekanik dre vurezh a voe savet gant an ijinadenner gall Clément Ader adalek 1890 hag an ijiner saoz-ha-stadunanat Hiram Maxim e 1894, met ne zibradas ket o ijnadennoù pe neuze nebeutoc'h eget 20 cm a-us al leur.
Nijadenn ar vreudeur Wright er Stadoù-Unanet e 1903 e voe an nijadenn gentañ gwiriekaet gant ar Gevread Aerlestrel Etrebroadel. Awenet e oant bet gant labour Otto Lilienthal dreist-holl. War wellaat a reas ar c'hirri-nij e-pad ar Brezel-bed kentañ ha goude. Ar Vreizhveuriz John Alcock hag Arthur Whitten Brown a reas an nijadenn dreuzatlantel diarsav gentañ e 1919.
Nijerezioù a voe en holl emgannoù bras an Eil Brezel-bed. Un elfenn bennañ eus ar strategiezh a voe evit ar Blitzkrieg alaman, Emgann Breizh-Veur, Brezel ar Meurvor Habask hag ar brezel argadiñ war kevandir Europa, kenkoulz war Talbenn ar C'hornôg ha Talbenn ar Reter.
Ar flistrell gentañ, da lavaret eo un nijerez gant ur c'heflusker dre zazloc'h, a voe an Heinkel He 178 alaman e 1939 hag an hini gentañ da emgann el Luftwaffe e voe an Messerschmitt Me 262 e 1943. E miz Here 1947 e voe tizhet moger ar son gant ur flistrell evit ar wech kentañ gant ar Bell X-1. An de Havilland Comet e voe ar flistrell genwerzhel gentañ, e 1952. Ar Boeing 747 e voe an nijerez treizhidi vrasañ eus 1970 betek 2005, ar bloaz ma'z erruas an Airbus A380.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Bretagne-Aviation
Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh. |