(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Prosper Proux - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Prosper Proux

Eus Wikipedia
Prosper Proux
Poltred gant Yan' Dargent

Prosper Proux zo ur skrivagner brezhonek bet ganet e Poullaouen d'an 20 a viz Here 1811 ha marvet e Montroulez d'an 11 a viz Mae 1873[1]. Brudet eo evel saver kanaouennoù. Daoust ma n'eus ket skrivet kalz na traoù a-bouez-bras, ez eo Prosper Proux unan eus ar varzhed o deus digoret he hent da lennegezh vrezhonek an XIXvet kantved.

Ganet e Poullaouen e 1811, Prosper Proux en deus tremenet an darn vrasañ eus e vuhez e Gwerliskin : e-pad e vugaleaj hag e yaouankiz, da gentañ, ha da c'houde, pa oa «paotr an tailhoù» er gêr-ze, etre 1843 ha 1858. E dad a rae war-dro mengleuzioù Poullaouen, hag a voe maer er gumun. Emzivad e voe en-yaouank, ha kaset d'ober e studi da skolajoù Kastell-Paol, Sant-Brieg, hag An Oriant. E 1839 e timezas gant ur benherez pinvidik eus Plouigno, Lonker-Kerveaengi hec'h anv. Un den enorabl gouest da zesevel 10 bugel e teuas da vezañ en despet d'ar vrud fall a veze degaset gant e ganaouennoù dizereat evit pennadurezhioù zo.

Mervel a reas Posper Proux, ezhommek a-walc'h, e Montroulez, e 1873.

Barzh ar sonioù lik ha dizereat kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prosper Proux a save sonioù skañv ha fentus, d'ober goap alies, ouzh ar veleien a-wechoù.
Dalc'hmat e veze o farsal hag o c'hoapaat, Prosper Proux a deuas buan da vezañ brudet en e gorn-bro pa oa paotr yaouank, evit ar c'hanaouennoù a save e brezhoneg ha pedet e veze da ganañ en nozvezhioù pe en eureujoù.
Anavezet eo c'hoazh sonioù Prosper Proux war ar maez, e bro-Dreger hag e Kerne-Uhel : klevet e vez atao unan bennak, e kement fest-noz, beilhadeg pe eured, o tistagañ : « Kimiad ur Soudard yaouank », « An Amzer gwechall hag an Amzer bremañ », pe c'hoazh « Mari Beg-A-raok ».

E 1838 e lakaas da voullañ kentañ levr barzhoniezh vrezhonek, Canaouennou gret gant eur C’hernewod, pep kanaouenn kinniget evel savet gantañ, ar pezh a oa nevez. Ar c'hanaouennoù-se, ma raent plijadur tud ar bobl, a oa gwelet fall gant beleien ha noblañsoù ar vro, dre ma oant goapaus, flemmus, skañvik alïes, dizereat a-wechoù. Difennet e voe gant an Iliz lenn levrig Proux ha distrujet e voe ar pep brasañ eus ar vouladenn.
28 bloaz goude e lakaas embann Prosper Proux un eil dastumadenn varzhonegoù, kanaouennoù ha mojennoù, Bombard Kerné : Jabadao ha Kaniri (1866). Disheñvel-kenañ eo an eil oberennig-se eus ar « C'hanaouennoù » : labour un den deuet war an oad, siriusoc'h e skridoù, ha c'hoant gantañ bremañ plijout d'ar vourc'hizien ha d'an dud desket.

N'o deus ket holl skridoù Prosper Proux kalz a dalvoudegezh lennegel, daoust m'int leun a saour peurvuiañ ha savet en ur brezhoneg yac'h ha dibistig a-walc'h. Meur a hini a zo diwar skouer sonioù gallek, hag ar mojennoù a zo troet diwar La Fontaine (evel ma reas kement a skrivagnerien vrezhonek en amzer-se).

Kenlabourat a reas gant ar gelaouenn Revue de Bretagne et de Vendée. Un toullad eus e oberennoù a vije aet da goll.
Kanet e vez lod eus e oberennoù er festoù-noz :

Ur ganaouenn titlet "Margodig koant", brudet da vezañ an hini lousañ e brezhoneg, a vije bet skrivet gantañ, met skolveuridi zo a lavar n'eo ket gantañ eo bet savet.

Enrolladurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Prosper Roux, Kimiad ar soudard yaouank (L'Adieu du jeune soldat), PDF / MP3

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Fañch an Uhel, Deux bardes bretons du XIXe siècle : Auguste Brizeux et Prosper Proux, Kemperle, L.-T. Clairet, 1888, 25 p.
  • Frañsez Jaffrennou, Prosper Proux.Studiadenn var e vuez, e lizerou, e varzoniez, tezenn war al Lizhri soutenet dirak Skol-veur Roazhon, 1913. Tezenn gentañ savet ha difennet e brezhoneg.
  • Frañsez Jaffrennou, Prosper Proux (1811-1873), studiadenn var e vuez e lizerou, e varzoniez : étude sur sa vie, ses lettres, sa poésie et réimpression de toutes ses oeuvres, avec inédits, Carhaix : Imprimerie du Peuple, 1913, 253 p.
  • Oberoù klok Prosper Proux, Preder, 1975.
  • Yves Le Berre, Jean Le Dû ha François Morvannou, Prosper Proux, 1811-1873 : un poète et chansonnier de langue bretonne : vie, œuvres, correspondance comprenant de nombreux inédits , Brest, Kreizenn, 1984, 343 fajenn, levrlennadur p. 337-342. Bodet eo skridoù brezhonek an div levrenn gant un troidigezh e galleg.

Ur monumant en enor dezhañ a voe kizellet gant René Quillivic, ha savet e Gwerliskin en 1919[2].