(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Robert Southey - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Robert Southey

Eus Wikipedia
Robert Southey

Robert Southey (12 Eost 1774 e Bristol – 21 Meurzh 1843 e Londrez) zo ur barzh saoz eus an XIXvet kantved. Anvet e voe da Varzh Ofisiel ar Rouantelezh (Poet Laureate of the United Kingdom, e saozneg).

Ouzhpenn barzhoniezh avat en deus skrivet: buhezskridoù, ul levr diwar-benn istor Brazil, kontadennoù evel hini An Tri Arzh, ha troidigezhioù diwar ar portugaleg hag ar spagnoleg.

Meur a hini eus he skridoù a gasas Charlotte Brontë dezhañ, hag eñ a alias anezhi da zilezel al lennegezh abalamour, emezañ, ma oa kontrol dre natur da zonezonoù ha dleadoù ar maouezed.

War gont Southey eo lakaet ivez ar rimadell What Are Little Boys Made Of?, savet war-dro 1820.