Sessomatto
Sessomatto | |
---|---|
Laura Antonelli e 6vet lodenn]] | |
Bro orin | Italia |
Titl orin | Sessomatto |
Filmaozer | Dino Risi |
Senario | Ruggero Maccari |
Sonerezh | Armando Trovajoli |
Pennaktourien | Laura Antonelli Giancarlo Giannini Alberto Lionello |
Doare | Komedi |
Padelezh | 115 munutenn |
Bloaz | 1973 |
Sessomatto ("Rev sot") zo ur film italian, fentus hag erotek, kaset da benn e 1973 gant Dino Risi (1916-2008. Giancarlo Giannini ha Laura Antonelli a c'hoari an tudennoù pennañ.
Nav lodenn zo er film, an holl anezho diazezet war ar rev hag an troziadezhioù revel.
Lodennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 – Signora, sono le otto • Itron, eizh eur eo ! (10 mn)
Ur mevel ne oar ket penaos dihuniñ ar vestrez-ti, ha dre-se en deus darempredoù revel ganti.
- 2 – Due cuori e una baracca • Div galon en ul lochenn (5'30")
Ur c'houblad peorien a ziskred e vezont doganet an eil gant egile ; bewech ma tistro ar gwaz d'ar gêr e vez kann etrezo. Buan avat e sioula an traoù hag e orgedont, broudet ma vezont gant ar c'hann.
- 3 – Non è mai troppo tardi • Nepred ne vez re ziwezhat (7'30")
Un alvokad ne ra ket war-dro e bried yaouank koant, rak ar maouezed koshoc'h eget 70 vloaz a blij dezhañ, hag unan dreist-holl. Dont a ra a-benn da orgediñ ganti. Nepell goude e verz ar vaouez kozh e teu an alvokad d'he zi pa vez ezvezant ; diskrediñ a ra ez eo evit ober al lez d'he matezh yaouank, met kavout a raio emañ o klask kaout he mamm 90 vloaz.
- 4 – Viaggio di nozze • Sizhun briedelezh (17')
Ur c'houblad nevez-euredet a ya da Venezia evit o sizhun briedelezh, met daoust d'ar gwaz bout entanet ne zeu ket a-benn da seveniñ an dimeziñ. Ar vaouez a gav ne c'hall he fried orgediñ nemet e karbedoù o fiñval, neuze ez eo er saverez da dizhout o ranndi e sevenont an dimeziñ evit ar wech kentañ.
- 5 – Torna piccina mia • Distro, karedig ! (7')
Ur gwaz en deus bet e sac'h digant e wreg ; goulenn a ra digant ur c'hast kenedus en em wiskañ evelti, dont da vout tev ha divalav. Dre-se e klask adkavout ar vaouez a gar kement c'hoazh.
- 6 – Lavoratore italiano all'estero • Labourerien italien en estrenvro (7')
Un Italian zo o labourat e Danmark evel roer sper ; ur wech e c'hoarvez gantañ en em voloiñ en ur soñjal el leanez koant a labour en ospital.
- 7 – La vendetta • An dial (11')
E Sikilia e voe lazhet un den gant ar mafia. E intañvez yaouank koant a bed mafioso pennañ ar c'hornad d'he zi, ha kinnig a ra dezhañ orgediñ ganti. Ar pezh a vo graet, betek ma varvo ar mafioso gant un taol-kalon ha m'he devo bet an intañvez he dial.
- 8 – Un amore difficile • Ur garantez diaes (25')
Un den yaouank eus Puglia nevez-erruet e Milano a gred e vo sikouret gant e vreur a zo bet o chom eno e-pad bloavezhioù, met digant ez-gwreg hennezh e tesk n'eus bet kel ebet eus e vreur abaoe gwerso. Kent distreiñ d'ar vro ez a ar paotr yaouank d'un ti-dañs ma kej ouzh ur vaouez espar ; buan e verz ar paotr e vag karantez ouzh ur c'hast, ha nepell goude e kav n'eus ket ur vaouez anezhi, un treuzwiskad eo. Ha pelloc'h e verz an daou zen ez int breudeur.
- 9 – L'ospite • Ar c'houviad (15')
Klask a ra gwreg ur rener labouradeg hoalañ ur c'houviad deuet da goaniañ. Broudet eo he fried gant kement-se – brouzet n'eo ket, pa skarzh ar c'houviad, a zo unan eus e implijidi, ha pa ro pour d'e wreg evit al labour vat he deus graet. Ar c'houviad, eñ, zo bet broudet ivez, neuze e lamm war ar vatezh.