Republik Korea
Republik Korea | |||||
---|---|---|---|---|---|
대한민국 • | |||||
| |||||
Sturienn 홍익인간 Hongik ingan "Ober mad bras da ved mab-den" Kan broadel 애국가 Aegukga "Kan brogarour" | |||||
Melestradur | |||||
Kêr-benn | Seoul[1] | ||||
Gouarnamant | Republik | ||||
Prezidant | Yoon Seok-yeol | ||||
Kentañ Ministr | Kim Boo-kyum (김부겸 , | ||||
Yezh ofisiel | Koreaneg | ||||
Relijionoù | Hini ebet 56,9% Kristen 27,6% • Protestant 19,7% • Katolik 7,9% Boudaegezh 15,5% | ||||
Douaroniezh | |||||
Gorread | 100 363 km² | ||||
Poblañs | 51 709 298 (2019) | ||||
Moneiz | Won Republik Korea (₩ KRW) | ||||
Gwerzhid-eur | UTC+9 | ||||
Kod pellgomz | +82 | ||||
Kod Internet | .kr & .한국 |
Korea ar Su pe Sukorea, pe Republik Korea ent-ofisiel (Hangul: 대한민국, Hanja:
Istor Korea
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskouez a ra kavadennoù an arkeologourien e oa annezet ledenez Korea da vare Henoadvezh diwezhañ ar maen[3],[4]. Kregiñ a ra istor Korea gant diazezadur Gojoseon e 2333 kent J.-K. gant Dan-gun, un haroz mojennel. Da-heul unanidigezh teir rouantelezh Korea dindan Silla e 668, Korea a oa renet gant an dierniezh Goryeo hag an dierniezh Joseon an eil goude eben en ur vroad hepken betek diwezh an impalaeriezh korean e 1910, pa oa staget Korea ouzh Bro-Japan dre nerzh.
Goude dieubidigezh ha dalc'herezh Korea gant an Unvaniezh soviedel hag ar Stadoù-Unanet e fin an Eil Brezel Bed e oa rannet ar vroad etre an norzh hag ar su. Dont a reas an hini diwezhañ da vezañ un demokratiezh e 1948 daoust ma voe ur bern trubuilhoù politikel ha prantadoù ma oa renet gant an arme ha dindan al lezenn brezel, kent savidigezh ar c'hwec'hvet republik e 1987.
Tarzhañ a reas ur brezel etre an div Gorea hag o c'hevreidi pa oa aloubet Korea ar Su gant Korea an Norzh d'ar 25 a viz Gouere 1950. Paouez a reas war-lerc'h un emglev arsav-brezel e 1953, met an harzoù etre an div vro zo ar re ar muiañ kreñvaet ha difennet er bed abaoe.
Korea ar Su hiziv-an-deiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar brezel e kreskas ekonomiezh Korea ar Su forzh pegement hag e teuas ar vro da vezañ unan eus an 20 ekonomiezh pennañ er bed (ar G-20),[5] un demokratiezh wirion, hag ur galloud lec'hel en Azia ar Reter.
Korea ar Su zo ur republik prezidantel, enni 16 rann velestradurel. Ur vro diorroet eo, dezhañ ul live bevañ uhel-kenañ. Pevare armerzh brasañ Azia eo hag ar 15vet ekonomiezh vrasañ (hervez ar produadur diabarzh gros, pe PDG) pe an 12vet (hervez ar parder galloud prenañ)[6]. Diazezet eo an ekonomiezh war an ezporzhiañ, gant produadoù elektronek, kirri-tan, listri, ardivinkoù, ar betrokimiezh, robotoù. Ezel eo Korea ar Su eus Aozadur ar Broadoù Unanet, ABK, OKDE hag eus armerzhoù bras ar G-20. Unan eus izili diazezer an APEC eo ivez.
Rannoù melestradurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannoù melestradurel pennañ Korea ar Su zo proviñsoù, Kêrioù bras (kêrioù n'int ket e proviñs ebet hag en em ren o unan), hag ur gêr dibar.
# | Anva | hangul | hanja | poblañs |
---|---|---|---|---|
Kêr dibar(Teukbyeolsi)a | ||||
1 | Seoul-teukbyeolsi | 서울특별시 | 서울( |
10 421 782 |
Kêrioù bras (Gwangyeoksi)a | ||||
2 | Busan-gwangyeoksi | 부산광역시 | 3 635 389 | |
3 | Daegu-gwangyeoksi | 대구광역시 | 2 512 604 | |
4 | Incheon-gwangyeoksi | 인천광역시 | 2 628 000 | |
6 | Daejeon-gwangyeoksi | 대전광역시 | 1 442 857 | |
5 | Gwangju-gwangyeoksi | 광주광역시 | 1 456 308 | |
7 | Ulsan-gwangyeoksi | 울산광역시 | 1 087 958 | |
Proviñsoù (Do)a | ||||
8 | Gyeonggi-do | 경기도 | 10 415 399 | |
9 | Gangwon-do | 강원도 | 1 592 000 | |
10 | Chungcheongbuk-do (Chungcheong an Norzh) | 충청북도 | 1 462 621 | |
11 | Chungcheongnam-do (Chungcheong ar Su) | 충청남도 | 1 840 410 | |
12 | Jeollabuk-do (Jeolla an Norzh) | 전라북도 | 1 890 669 | |
13 | Jeollanam-do (Jeolla ar Su) | 전라남도 | 1 994 287 | |
14 | Gyeongsangbuk-do (Gyeongsang an Norzh) | 경상북도 | 2 775 890 | |
15 | Gyeongsangnam-do (Gyeongsang ar Su) | 경상남도 | 2 970 929 | |
Proviñs dibar emren (Teukbyeoljachi-do)a | ||||
16 | Jeju-teukbyeoljachi-do (Jeju-do) | 제주특별자치도 | 560 000 |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Sejong eo ar gêr-benn velestradurel de facto.
- ↑ Korea's Geography. Asianinfo.org (2010-02-01). Kavet : 2010-07-13.
- ↑ Ancient civilizations. Kavet : 2010-04-25.
- ↑ OPM.go.kr
- ↑ South Korea :: Economic and social developments. Encyclopædia Britannica. Kavet : 2010-02-18.
- ↑ Report for Selected Countries and Subjects
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.