(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Gwrezverk - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Gwrezverk

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Temperadur)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
gwrezverk
state function
Iskevrennad eusscalar quantity, intensive quantity Kemmañ
Studiet gantthermodynamics Kemmañ
Quantity symbol (string)T, Θしーた Kemmañ
ISQ dimension Kemmañ
Quantity symbol (LaTeX),  Kemmañ
Is invariant underisothermal process Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC25206 Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://physics.stackexchange.com/tags/temperature Kemmañ

An danvez a zo diazezet war atomoù ha gant molekulennoù, hag ar re-se o deus o-unan ur fiñv mui pe vui kreñv, fonnus (anvet "energiezh sinetek") ; emañ a zo kablus eus an temperadur a anavezomp (en un doare dieeun) en omp buhez pemdeziek.

Da skouer, pa gej daou gorf, e vez graet un eskemm termek kenetrezo. Ma vez ijinet ganeomp ur gastelodenn tomm hag un tamm kig yen e-barzh ; ar c'horf tomm a raio miliardoù ha miliardoù a kejadennoù mikroskopek gant ar c'horf all, betek ma vefe an daou c'horf a fiñv kement (kempouezet). E skiantoù fizikel e vez anvet ar fed boutin-se « tommder ». Un afer tost da-se eo ar gouloù o-lakaat de fiñval an elfennoù danvez-se da fiñval dre e energiezh e-unan...

Tu vefe skeudenniñ ar fed tommder-mañ evel miliardoù a volotennoù o en em skeiñ an eil war egile en egor, ar re kentraouetañ (tommañ) o reiñ lañs d'ar re all, hag ar re gorrekañ (yenañ) o gorrekaat ar re-all. Ne chom mui da soñjal eo an tizh-se an tommder evit peurechuiñ an daolenn.

Ar gwrezverker, pe termometr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An termometr kentañ bet savet a zo termoskop Galileo Galilei, graet e 1597 (o implij perzhioù an tommder dizoloet gant Archimed). An termoskop zo graet eus klogorennoù-gwer enno ur memes volum a dourenn, met ganto ur mas disheñvel, en un duellenn leun a zour (pe alkool). Kemm a ra uhelder ar c'hlogorennoù-gwer gant an temperadur...

Ijinet eo bet ivez digantañ ur sistem termometr gant alkool (1593); met ne oa ket resis a-walc'h... Ur c'hantved goude (1730) e teue a-benn "René-Antoine Ferchault de Réaumur" d'en ober gant "spered ar gwin" (anv kozh an etanol).

E-kreiz an XVIIIvet oa implijet dreist-holl termometroù gant merkur war un dereziadur kantvedel etre ar skornadur hag an aezhennadur an dour, abalamour da kavadenn Anders Celsius (1741). E gwellentez oa dreist-holl war ar plas kemeret gantañ : an termometr diwar an alkool a gemere kalz a blas. An disoc'h-se zo bet posupl rak d'ar c'havadennoù da heul : - E 1702, an astronomour Ole Roemer a sav un termometr gant alkool a roio d'an termometr e stumm a hiziv. - E 1717, ar skiantour alamant Fahrenheit (1686-1736) a eilpenn an alkool gant ar merkur.


Dibabet eo bet e Breizh e 1999 difenn gwerzh (hag e implij en ospitalioù) an termometroù merkur, rak d'o dañjerusted pa vezont toret. Hiziv an deiz e vez kentoc'h implijet termometroù elektronek pe IR...

An unanennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En astronomiezh e vez anavezet un niver bras a unannenoù da "vuzul" an temperadur, met ar re pennañ, etrevroadel a zo ar re da heul ;

Ar c'h/kelvin, eus arouez « K ». Un temperadur absolut eo ; ar 0 K eo ar mann absolut (par da -273,15 °C), ha 273,16 K a zo ar poent tridoubl an dour (da lavaret eo al lec'h ma'z eo gazek, dourennek, ha skornek e memes mare)

- Ar muzul e Celsius, eus arouez « °C » . Ar poent 0 eus ar skeul-mañ zo poent treuzfurmadur an dour e skorn (war an Douar d'an nebeutañ, ha da uhelder ar mor ; rak abretoc'h/goustadikoc'h e c'hoarvez ar reaktadur gant ar gwak, da skouer...). Merzet e vez 273,16K = 0,01 °C...

Goude e vez kavet ar "skeul kantvedel" etre 0° ha 100°. 0° o vezañ temperadur an dour dourennek ha 100° an dour aezhennaet... Kozh eo ar muzul ! Ar skeul Fahrenheit a zo c'hoazh implijet (rall memestra). 32 °F evit ar stad dourennek ha 212 °F evit an dour aezhennaet... Skeul Rankine zo hini Kelvin met rannet dre 9/5...


Dre-vras e vez implijet ar Celsius gant ar bobl, rak aesoc'h da derc'hel soñj ; met ar C'h/Kelvin lavaret "muzul absolut" a vez kentoc'h implijet gant ar skiantourien...