Tro-heol
Neuz
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/ab/Sonnenblume_1.jpg/220px-Sonnenblume_1.jpg)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/7f/Helianthus_annuus_stamper.jpg/220px-Helianthus_annuus_stamper.jpg)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/95/Helianthus_annuus_pollen_1.jpg/220px-Helianthus_annuus_pollen_1.jpg)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b4/Vincent_Willem_van_Gogh_128.jpg/220px-Vincent_Willem_van_Gogh_128.jpg)
Ar bleunioù tro-heol (Helianthus annuus eus o anv skiantel), zo ur blantenn vloaziek dezhi bleunioù bras eus ar genad Helianthus, a orin eus Norzhamerika, evel an Helianthus tuberosus. Gounezet e vez ar greun, eoul enne (war-dro 40 % eus ar materi) ha mat-tre d'ober boued. Roet e vez an delioù d'ar chatal.
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra an anv tro-heol eus ar ger gallek « tournesol » a zo troidigezh ar ger italianek « girasole» , « a dro gant an heol ». Anvioù all a vez graet ouzh ar blantenn-se a-wechoù: bleunioù-heol (diwar an anvioù saoznek hag alamanek), heol-bras, greun peroked, heliant…
Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brudet eo taolennoù Vincent van Gogh diwar-benn ar bleunioù tro-heol.