limestra
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | limestra |
Derez-uheloc'h | limestraoc'h |
Derez-uhelañ | limestraañ |
Derez-estlammiñ | limestraat |
limestra /lĩˈmɛstra/
- Dezhañ, warnañ ul liv hag a denn d'ar glaz ha d'ar ruz war un dro
- Heoligennoù an diribin a oa gwisket a van ha bleuniet a vrug limestra. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 47.)
- [...], rochedoù limestra ha togoù kern-uhel du-pod evel ma vez peurliesañ ar seurt togoù-se [...]. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 47.)
- Ul liorzh koantik, marellet a livioù flamm, o tihuniñ dindan an oabl limestra, o ruziañ eus tu ar sav-heol. — (Goulc'han Kervella, Lara, Al Liamm, 1989, p. 218.)
- Ul luc'hedenn a voe, ur gouloù limestra, ur strakadenn, hag ur wic'hadenn. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 66.)