pa vez
Neuz
Brezhoneg
Troienn verb
pa vez
- troienn amzeriañ
- — [...].... Hag e vousc'hoarze evel ma tle mousc'hoarzin an diaoul pa vez oc'h huala unan-bennag er pec'hed, hag ouc'h hen horta var hent an ifern. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 149.)
- Pa vez lakeet uïou da hori e vez red lakaad eur gont dispar. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 118.)
- Pa vez fuloret al loar e vez seblant a amzer greñv. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 285.)
- Te n'az-pez gwenneg ebed kammed pa vez da dro da baeañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 192.)
- Gwella ma hell e sach ar paourkêz ki. Berr 'vez warnañ ha landramuz da weled, med gouzoud a ra sacha war raog koulz ha war-adreñv pa vez red. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 110.)
- Re ziwezhat eo da harz
Pa vez aet ar beg e-barzh - Tri zra a lak ar bed da vont :
Beg ar soc'h, beg ar vronn,
Ha beg an ibil pa vez sonn. - Ret eo skeiñ war an houarn pa vez tomm; krennlavar.
- Aesoc'h eo bevañ pa vez ur gwenneg bennak en ti. — (Youenn Drezen, Skol louarn Veig Trebern, trede lodenn, Al Liamm, 1974, p. 73.)
- ret eo debriñ ar berenn pa vez darev
- pa ne vez ket
- en amzer dremenet kevrennek
- [...] : nijet e oa ar c'hlevout diouz e ziouskouarn hep lavaret da belec'h ez ee na netra, e-giz ma nij al labous diouz e gaoued pa gav an nor digor, pe c'hoaz evel ma tec'h al laer, eün dirazan, pa vez bet oc'h ober e dro en eun tiegez bennak. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 114.)
- Pa vez avel eo gwentañ . — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 302.)
- Gwasañ pec'hed a zo er bed eo selled etrezeg toull ar gloued pa vez arru koulz ar pred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 303.)
- Gwasañ pec'hed a zo er bed eo selled etrezeg an toull-karr pa vez arru koulz ar pred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 303.)
- Pa vez tri e vez toull an ti.
- N'eo ket gwellaad a ra ar marc'h pa vez red e varc'hegez alïez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 305.)
- Yun pa vez ha yun pa na vez ket a zo yun bepred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 308.)
- Pa vez an tan e vez al laer ive. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 317.)
- Pa vez an erc'h war an douar ne vez na tomm na klouar. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 328.)
- Naet e vez an douar pa vez c’hwennet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 304.)