(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Podolsk - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Podolsk

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Iliz an Dreinded, e Podolsk

Podolsk (Подо́льск e rusianeg) zo ur gêr eus Rusia ha kreizenn velestradurel Oblast Moskov eo. Emañ war ribl ar stêr Pac'hra, zo un adstêr d'ar Moskva. Ar gêr vrasañ eo en Oblast Moskov ha poblet eo gant 183 095 a dud hervez niveradeg 2010.

Istor

Diwar ur geriadenn vihan, Podol, a oa e domani Abati Danilov, e Moskov, eo kresket Podolsk da zont da vezañ ur gêr vrasoc'h. Roet e oa bet dezhi ar statud a gêr gant an impalaerez Katelin II e 1791. En amzer-se e oa bet savet rannadoù melestradurel Rusia, gant gouarnourien en o fenn, ha kêrioù nevez.

A-raok an Dispac'h Rusian e 1917, e oa Podolsk unan eus kêrioù greantel pouezusañ Rusia. Eno e oa ul labouradeg mekanikoù-gwriat Singer da skouer.