(Translated by https://www.hiragana.jp/)
Fryne - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Fryne

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Frine)
Penn Afrodite « Kaufmann », diwar Afrodite Knidos, a vije bet Fryne ar patrom anezhi, war-dro  150 kent JK, Mirdi al Louvre, Pariz.
Venus Colonna, diwar Afrodite Knidos, delwenn Praksiteles.

Fryne (Φρύνη / Phrýnê e gregach, da lavarout eo "touseg", ul lesanv moarvat) a oa un hetaira brudet en Hellaz kozh er IVe kantved, ha serc'h da dud uhel pe brudet evel ar c'hizeller Praksiteles, a reas meur a zelwenn diwarni, ha dreist-holl Afrodite Knidos (hervez Athenaios ha Plinius an Henañ), pe al livour Apelles, a livas anezhi evel Afrodite Anadyomene.

Brudet e oa da ober he friz diouzh pegement e plije ar gwaz dezhi.

Mnesarete (Μνησαρετή e gregach, "vertuz eñvoret") e oa he gwir anv. Abalamour da liv melen he dremm eo e veze graet Fryne anezhi, un anv a veze roet da verc'hed all eus ar vicher. E Thespiai e Boiotia e oa ganet met aet e oa da Aten da chom, ha da vout hetaira. Ker-euzhus e oa he friz: hervez ar barzh Mac'hon e c'houlenne ur vengleuz evit un nozvezh.

Kement a binvidigezh a zastumas gant he c'hened ma kinnigas adsevel mogerioù Thebai a oa bet distrujet gant Aleksandr Veur (e 336 kent JK), gant ma vije skrivet warne ar gerioù "distrujet gant Aleksandr, adsavet gant Fryne an hetaira". Nac'het e voe kement-se gant pennoù ar geoded.

Delwenn gozh hervez Afrodite Arle (pe Gwener Arle): Fryne c'hoazh a vije bet ar patrom anezhi. Ar groaz kristen hag an dremm difriet ha damzilagadet a zo freuz graet a-enep ar baganegezh.

Brudet e oa he c'hened ken e oa. Da vare gouelioù Poseidon en Eleusis e tiwiskas he dilhad hag e kerzhas en he noazh betek ar mor dirak an dud.

Gant an istor-se eo e voe awenet al livour Apelles pa livas e Afrodite Anadyomene a vije bet Fryne patrom dezhañ, hag oberennoù arzel all eus ar mare a vije bet savet c'hoazh hervez he fatrom.

Hervez tud zo ivez e vije-hi an hini a oa bet patrom an delwenn Afrodite Knidos, benet gant Praksiteles.

Tamallet e voe dezhi disakrañ kevrinoù Eleusis. Prosez a voe, ha difennet e voe gant unan eus he serc'heged, ar prezegour Hypereides. Pa hañvalas edo o vont da goll e tirogas an alvokad sae Fryne ha dispakañ he brennid, ma voe bamet ar varnerien ha lezet ar vaouez digastiz. Douget e voe neuze gant engroez he mignoned betek templ Afrodite.

Hervez un doare all e tiwiskas hec'h-unan. N'eo ket abalamour ma voe bamet ar varnerien gant kened ar vaouez noazh eo e c'hounezas ar prosez, met dre ma veze gwelet kened ar c'horf evel ur merk eus bennozh an doueed gant Hellaziz an amzerioù-hont.

Un delwenn anezhi, savet gant Praksiteles, a oa en un templ e Thespiae, kichen-ha-kichen gant delwenn Afrodite, diwar zorn Praksiteles ivez. Pa c'houlennas roue Lydia kousket ganti e lavaras dezhañ ur priz ker-euzhus, abalamour ma rae fae warnañ. Koulskoude en devoa kement a c'hoant anezhi ma paeas ar priz goulennet, hag en em roas dezhañ. Goude-se e voe savet tailhoù nevez gant ar roue evit adkavout an arc'hant.

Ur wech all en em roas d'ar prederour Diogenes Sinope evit netra dre ma kare-hi he speredegezh. Ha kontet eo gant Diogenes Laertios an drovezh ma roas Fryne bec'h da vertuz ar prederour all Ksenokrates[1].

Hervez Claudius Aelianus e vije bet savet, war ur golonenn e Delfi, un delwenn aour da Fryne. Gouez da Athenaios e vije bet kizellet gant Praksiteles ha skrivet warni « Fryne, merc'h Epikles eus Thespiai ».

Fryne en arz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz diwezhatoc'h e voe awenet al livour gall Jean-Léon Gérôme gant an istor pa livas Phryné devant l'Areopage e 1861. El lennegezh e voe awenet gant he brud hag he c'hened tud evel Charles Baudelaire, en e varzhonegoù Lesbos ha La beauté, pe Rainer Maria Rilke, en e varzhoneg Die Flamingos.

Jean-Léon Gérôme, Fryne dirak an Areospagos, 1861


  1. Diogenes Laertios The Lives and Opinions of Eminent Philosophers Book IV [1]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.