Haifa (hebraeg: חֵיפָה IPA: [χeiˈfä], treuzskrivadur: Ḥefa; arabeg: حيفا, Ḥayfā) a zo ur gêr vras eus Israel, e norzh ar vro, war aod ar Mor Kreizdouar. En tolpad-kêr a-bezh ez eus 600 000 a dud ha ma konter ar veurgêr a-bezh e tap en tu-hont d’ar milion a annezidi. War-dro 82% eus an dud a zo Yuzevien ha 18% Arabed, kristenien evit ar braz anezho (14% eus hollad kêriz). Ur porzh-mor bras eo ha kreñv eo pouez an industriezh kimiek enni.