Kastell Edo
E 1457 eo bet savet kastell Edo (
Eno eo bet dizazezet ar shōgunelezh Tokugawa gant Tokugawa Ieyasu. Dre ma oa annez ar shōgun hag ar bakufu eo bet ur gêr-benn vilourel a-hed marevezh Edo istor Japan. El lec'h-se emañ c'hoazh Kōkyo (
Endalc'het ivez e oa Park Kita-no-maru, an Nippon Budokan (
Un tour-meur e doare savouriezhel heverk kestell Japan zo bet d'ar c'hastell ivez. Diskaret eo bet avat gant an tanioù-gwall hag ar c'hrennoù-douar ha da get e oa aet dija e-doug an darn vrasañ eus marevezh Edo. Daoust da se e tiskouez ar jidaigeki (evel, da skouer Abarembo Shogun) savet en Edo ar c'hastell gant e dour-meur en ur lakaat kastell Himeji e plas evit-se.
E Matsu no Ōrōka ("trepas ar pin meur") kastell Edo eo e tennas Asano Takumi-no-kami e sabrenn verr d'an 21 a viz Ebrel 1701 a-benn klask lazhañ Kira Kozuke-no-suke evit bezañ bet dismegañset-spontus gantañ. Diwar-se e tarzhas darvoudoù ar seizh rōnin ha daou-ugent.
Meur a lec'h e Tokyo a denn o anv da gastell Edo. Otemachi ("kêr a-dal d'an nor veur"), Takebashi ("pont bambouz"), Toranomon ("dor an tigr"), Uchibori Dōri ("straed diabarzh ar foz"), Sotobori Dōri ("straed er-maez ar foz"), ha Marunouchi ("e-barzh an enklozadenn"), a-douez re all.
Deuet eo kastell Edo da vezañ anvet Tokyo-jo (
-
Foz, moger ha savadur kastell Edo
-
Sichenn vaen penn-tour kastell Edo
-
Maen-koun war lec'hienn Matsu no Ōrōka, trepas ar pin, ma c'hoarvezet penn-kentañ darvoudoù kontadenn ar seizh rōnin ha daou-ugent
-
Dor Sakurada, ma voe drouklazhet Ii Naosuke en tu diavaez e 1860
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/9e/Flag_of_Japan.svg/32px-Flag_of_Japan.svg.png)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/9e/Flag_of_Japan.svg/32px-Flag_of_Japan.svg.png)